Souezhus, dic’hortoz, diles, lusket-kaer, dreist : abaoe ar 1añ a viz Du e vez lakaet sonerezh Breizh da dregerniñ e-kreiz kêr Roazhon gant ar festival Yaouank . Abadenn diwezhañ ar festival-se, unan ha ne zle ket bezañ manket gant ar re a blij sonerezh Breizh war al leurenn dezho : d’ar Sadorn 21 a viz Du, war tachenn an diskouezadegoù e Roazhon, gant brasañ fest-noz Breizh.

Abaoe ar 1añ a viz Du e Roazhon en em ro da vat festivalourien Yaouank d’al luskoù diroll a glever e meur a lec’h a sevenadur e kêr (ar 1988 Live Club, ar 4Bis, ar Maezioù Frank, sal ar Geoded,…). An tavarnioù-sonadeg a ya da-heul, gant ar YAOUANK BisTRO hag he frogramm liesseurt-kaer.
 
Tachenn an diskouezadegoù e Roazhon : brasañ fest-noz Breizh 
Evel bep bloaz, e fin abadennad 2015, e vo brasañ fest-noz Breizh d’an 21 a viz Du er MusikHall – Tachenn an diskouezadegoù, gant un nozvezh eus ar c’hentañ, ma vo an ijin hag ar swing e servij ho treid broudet dija gant gwrez ar parked. Ouzh son ur rock-elektro-noz eus Breizh, ur riff jazz liesliv ha sklentus, dre nerzh ur bagad peotramant gant ur ganaouenn unsonek ha dibreder, pep hini a adkavo startijenn ar re yaouank-flamm.
 
Ul leurenn a-ratozh evit an arzourien a grog d’ober festoù-noz e Breizh 
Goude ma oa bet digoret an Hall 5 daou vloaz zo ha ma oa bet graet un taol-esae warlene gant digeriñ un eil leurenn, e kendalc’h Yaouank gant an hent-se rak digoret e vo an Hall 5, er bloaz-mañ c’hoazh, gant ul leurenn hag ur parked brasoc’h, a-ratozh evit an arzourien a grog d’ober festoù-noz e Breizh. Ouzhpenn-se, er bloaz-mañ, e vo boued « Made in Yaouank » evit (ad)tapout nerzh ha dañsal a-hed an noz.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar festival : www.yaouank.bzh