Warlene e oa bet krouet ar West Web Festival gant ar West Web Valley, anezhañ ur c’horerez hag ur vuanerez evit an embregerezhioù yaouank eus Brest. Kaset e oa bet en-dro gant Sébastien Le Corfec ha Charles Cabilic eus ar strollad aC3 / Evernet hag ivez gant Ronan Le Moal, pennrener ar C’hef Kengredit Arkéa. Petra eo an abadenn-se ? Evit piv eo ? Petra a zegouezh eno ? Ober a reomp ar poent gant Sébastien Le Corfec.

Ar West Web Festival, ar Web, an aferioù hag ar sonerezh
« E miz Meurzh 2014 hor boa divizet sevel un abadenn evit diskouez e c’hoarvez traoù e Breizh hag evit lakaat pennoù-bras ar web da zont amañ ».
Awenet e oa bet skipailh ar WWV gant an SXSW, ur festival hag a vesk ar sonerezh, ar web hag ar sinema, a vez bep bloaz en Austin (SUA). Aet e oa da-gaout tud an Erer Kozh evit kinnig ar soñjezon dezho. « Fellout a rae dimp krouiñ skol-veur hañv an embregerezhioù yaouank ». Degemeret e oa bet ar soñjezon gant tud an Erer Kozh, ha pevar miz diwezhatoc’h e oa bet abadenn gentañ ar West Web Festival, gant an tem « Web : detox and restart ». Ur programm a-feson a oa bet evit an abadenn gentañ-se gant, e-touez re all, renerien Facebook Frañs, Paypal, Blablacar, My Major Company…
« Gwerzhet hor boa 500 bilhed evit an abadenn gentañ-se, ha sellet e oa bet ouzh livestream ar festival gant 1500 a dud ».

“ En deiz hiziv, ma ne vez ket krouet gwerzh ouzhpennet gant un embregerezh, emañ e riskl da vont da get.”
« Er bloaz-mañ hon eus choazet un tem ledanoc’h hag a zo « No border for digital revolution ». Gant an teknologiezhioù niverel e vo adijinet kement gennad zo, ha ret eo bezañ prest. Gwelet a reer, da skouer, filierenn an taksioù a zo bet gwallgaset penn-da-benn gant Uber, memes tra e gennad al letioù gant Booking pe AirBnB. E-korf un nebeud mizioù pe vloazioù, ez eus filierennoù a-bezh hag a zo steuziet kuit. Ret eo teurel pled ouzh se, ha kompren ervat an dra-mañ : ma ne vez ket krouet gwerzh ouzhpennet gant un embregerezh, emañ e riskl da vont da get.  Eus kement-se e vo anv d’ar 16 ha d’ar 17 a viz Gouere. »

Ur programm evit an holl
Er bloaz-mañ, renerien Venteprivee.com, Deezer, Seloger.com, Leetchi, peotramant rener Uber, disputet-kaer er c’houlz-mañ, a gemero ar gaoz hag a ziskouezo deoc’h penaos e welont ar web hag an aferioù.
Aozet e vo ar festival er memes mod ha warlene, gant kendivizoù eus 9e da 3e, ha sonadegoù an Erer Kozh just war-lerc’h. Graet e vo ivez ur « Startups Battle » all.
Bez’ e vo un nevezenti vihan er fest : ostizien ar web. Ul lec’h ma c’hallo an dud karget eus ar web er strolladoù bras hag en embregerezhioù yaouank, hag ivez tud a-vicher ar web, kejañ an eil re gant ar re all ha kaozeal kenetrezo.

Programm klok : www.west-web-festival.bzh