Emañ Kêr Garaez ha Poc’hêr kumuniezh o paouez ober gant an astenn anv domani .bzh evit o lec’hiennoù internet ha chomlec’hioù postel o servijoù. Ur wech ouzhpenn emañ an div strollegezh er penn a-raok evit a sell ouzh brudañ Breizh er bed.
Ar Poc’hêr, kentañ DPKE o loc’hañ
Fellout a ra da Gêr Garaez ha da Boc’hêr kumuniezh reiñ talvoudegezh da Vreizh ha bezañ digor d’ar bed war un dro gant an teknologiezhioù nevez. Emaint e-mesk ar strollegezhioù kentañ e Breizh a ya a-zevri gant hent astenn internet Breizh, ar .bzh. « Poc’hêr Kumuniezh eo ar strollegezh kentañ e Breizh oc’h ober penn-da-benn gant ar .bzh », eme David Lesvenan, prezidant ar gevredigezh www.bzh. « Lec’hiennoù gant .BZH zo bet krouet gant strollegezhioù all, met n’o deus graet nemet eilañ ar pezh a oa en o lec’hiennoù kozh, evit poent, ha bez’ o deus war un dro lec’hiennoù gant .fr / .com ha gant .bzh. »
« Tomm omp ouzh Breizh ha fellout a ra dimp reiñ talvoudegezh dezhi. Diwar-se hor boa kemeret hon diviz ken eeun ha tra. Evel-se, pa implijomp ar .bzh, e lakaomp Breizh da vat e-barzh bed an teknologiezhioù nevez, ha gant se e c’hall bezañ anavezet evel, da skouer, Katalonia gant he .cat », a zispleg Kristian Troadeg, maer Karaez ha Prezidant Poc’hêr kumuniezh.
Abaoe 2001 e ra an div strollegezh diouzh ar garta « Ya d’ar brezhoneg » gant Ofis Publik ar Brezhoneg, a glask diorren ar brezhoneg er vuhez publik, sokial hag en ekonomiezh. Setu aze un engouestl hag a c’haller gwelet dija el lec’hiennoù internet lañset a-gevret gant Karaez ha Poc’hêr kumuniezh e miz Mae 2013, gant un doare gallek hag… un doare brezhonek.
Lec’h d’ar c’hehentiñ
Kêr ha Poc’hêr kumuniezh zo e sell d’ober ur c’houlzad kehentiñ evit brudañ al lusk-se gant skritelloù er c’horn-bro, pennadoù er c’hazetennoù… ha moullañ 6000 a begsunioù evit ar c’hirri, a vo roet asambles gant kannadig-kêr evit un darn, hag a vo lakaet ar peurrest anezho e-kerz an dud e lec’hioù publik ar c’horn-bro.
En gortoz emañ an div strollegezh e vo muioc’h-mui a re all o tispenn o roudoù, e vo strollegezhioù all oc’h ober o mad eus an digarez-se da ziskouez ur skeudenn eus Breizh modern ha troet war-du an amzer da zont. »
Aet eo d’o heul dija al Leurenn Glenmor, kreizenn kendalc’hioù ha lec’h sevenadurel Karaez. Tro biv eo ?