Ne glasker ket ken kontañ ar festivalioù a vez bep bloaz e Breizh. Er Reter pe er C’hornôg, muzikoù a vremañ, muzikoù hengounel, arzoù-straed, c’hoariva… Leun-chouk eo an deiziataerioù sevenadurel. E-touez ar festivalioù-se, meur a hini a ra dija gant ar .bzh evit embann o frogramm e 2015. Setu amañ un nebeud skouerioù :
www.festival-cornouaille.bzh , www.festival-interceltique.bzh, www.paimpol-festival.bzh

Lidet e vo o 92 vloaz gant Gouelioù-meur Kerne eus an 21 d’ar 26 a viz Gouere e Kemper. Arabat e vo deoc’h mankout sonadegoù Dan ar Braz, Nolwenn Korbell, Miossec peotramant ar ganerez c’hresian Angelique Ianatos. D’ar Sul e vo fest er straedoù adalek 9e00 gant an dibunadeg kustum. Eno e vo ouzhpenn 2000 a zañserien hag a sonerien evidoc’h. www.festival-cornouaille.bzh

Festival Etrekeltiek an Oriant – peotramant FEO – a lido e 45vet deiz-ha-bloaz eus ar 7 d’ar 16 a viz Eost. Hevlene e vo douget bri da ziv vro geltiek : Kerne-Veur hag Enez-Vanav. Gant FEO e vo 10 devezh fest, 120 arvest, digoust ouzhpenn an hanter anezho, 4500 a sonerien, a ganerien, a zañserien, a blastikourien, a skolveuridi, a filmourien, eus Skos, eus Iwerzhon, eus Kembre, eus Kerne-Veur, eus Enez-Vanav, eus Galiza, eus Asturiez, eus Breizh, eus SUA, eus Kanada, eus Aostralia, hag all hag all… www.festival-interceltique.bzh

Eus ar 14 d’ar 16 a viz Eost, skoit war-du Pempoull evit ober tro ar bed gant sonerezh. Evit ar 26vet gwech m’eo aozet ez a Gouel Kan ar Vartoloded e Pempoull « Penn er Su ! ». Eus aodoù su Breizh da Okitania, ha tremen dre Gatalonia, Euskadi, Portugal… pe pelloc’h c’hoazh dre ar Balkanioù, Afrika pe Suamerika, Louiziana pe glannoù ar Mississipi… Gallout a ray al lec’hioù-se bezañ niverus, liesseurt… Ha heoliek ha saouzanus, kement hag ober… Muzikoù brav ha souezhus zo o c’hortoz ac’hanoc’h eno. www.paimpol-festival.bzh