Bemdez e vevezomp produioù kaset dre ar mor, gant listri-karg bep taol pe dost. Un doare treuzdougen saotrus eo, hag a zo e amzer da zont e dalc’h ar c’hementad tireoul a chom ganimp, pa zigresk hennezh a vloaz da vloaz. Setu m’eo ret klask un doare dougen all. Ar c’hevredad eus Brest TOWT (Transoceanic wind transport) a ginnig unan all diwar-vremañ : ar c’has marc’hadourezh gant bagoù-dre-lien. Pedet oc’h d’ober anaoudegezh gant e obererezh war-eeun e www.transportalavoile.bzh.

Ar c’has marc’hadourezh dre vagoù-dre-lien : gwareziñ an endro, talvoudekaat ar chemet
Teurel a ra ar bagoù 3,5% eus ar CO2 a vez laosket er bed (da lavaret eo tost da 3 gwech ar c’hementad laosket gant Frañs), ha 10% eus an dioskidenn soufr a zo kiriek, e-mesk traoù all, d’ar glaveier trenk. Abalamour d’ar jedadenn-se, ha da zigresk ar c’hementad tireoul a zo da gaout, Diana Mesa ha Guillaume Le Grand, o deus diazezet asambles ar c’hevredad TOWT, a zo en em soñjet war ar ret m’eo gwelet an treuzdougen war vor en un doare all. O soñj ? (Ad)ober gant an treuzgougen dre vagoù-dre-lien. Ouzhpenn bezañ ekologel e c’hall talvoudekaat ur vicher hag a zo a-gozh en istor Breizh : hini ar vartoloded.  

War vor eus Bourdel da Sant-Maloù
TOWT en deus fretaet ur pemzek bag-dre-lien bennak dija evit kas produioù eus ur porzh europat d’unan all. Emañ La Biche, bag-touneta diwezhañ Groe, oc’h ober un ehan e Bourdel goude bezañ karget produioù en Oriant hag en Enez-Euz. Pa vo gwin Boudel en he strad e kemero La Biche penn an hent, ha mont da Naoned, ha goude-se d’an Oriant, Leskonil, Douarnenez, Sant-Maloù, Kameled ha Brest. D’ar 4 a viz Mae e tlefe bezañ distro d’an Oriant, he forzh-stag.

Reiñ talvoudegezh d’ar varc’hadourezh eus ar vro    
Un ugent bennak a broduerien en holl a fizio o froduioù el La Biche hag en he skipailh. Tost da 40 seurt gwin hag ivez boestadoù legumaj pe pesked, bier, gloan pe te, kaset gant bagoù-dre-lien adalek an Azorez, ha chokolad eus ar Republik Dominikan, a vo karget e bourzh ar gouelier bras. Kement-se a ya d’ober un ugent bennak a donennoù marc’hadourezh kaset gant an avel a-hed 1200 milmor pe war-dro.

Gwelet petra eo hol labour   
Paramantiñ ha lestrañ ent niverel    
Kinnig a ra La Biche ur gwir « lestrañ niverel enlinenn ». Evit ar wech kentañ, diwar ar bajenn www.transportalavoile.bzh, e c’hallo pep hini gwelet ar bourzh filmet war-eeun gant ur c’hamera-video stag ouzh ar wern a-dreñv, ha gwelet ar roud GPS, a vo disheñvel hervez ma’z a ar c’heflusker en-dro pe ne ra ket. Ouzhpenn se e vo traoù evel poltredoù ha videoioù, a vo kontet deoc’h pelec’h int bet graet, pe tammoù eus al levr-bourzh.

Ul lec’h a-ratozh war ar c’hae
Klask a ra « Leurenn vreizhat an treuzdougen dre vagoù-dre-lien » lakaat an dud da gompren gwelloc’h peseurt diaesterioù a vo gant an treuzdougen war vor en amzer da zont, ha pegen spletus eo ober gant bagoù-dre-lien. Setu ma vo staliet ur lec’h a-ratozh war ar c’haeoù, d’an dud da c’hallout « lestrañ » er soñjezon-se, e Bourdel, e Naoned, en Oriant, er Gerveur, e Sant-Maloù pe e Brest. Eno e vo staliet an diskouezadeg “Des voiles à la charge”. Savet eo bet « Pabell vras » ar glad, e koad hag e lien, gras da chemet Porzh-mirdi Douarnenez. Ijinet e oa bet gant studierien SEUAB e Brest. Reiñ a ray bod d’ul lec’h da ziskouez traoù ha d’an dud da gejañ an eil re gant ar re all, ma vo gallet kaozeal gwelloc’h, e-kreiz porzhioù bras ar meurvor Atlantel e Frañs.
Kavit an holl ditouroù all diwar-benn an dra-se el lec’hienn www.transportalavoile.bzh