A-viskoazh ez eo bet harpet ar .bzh gant Rannvro Breizh, hag emañ-hi o paouez degemer astenn internet Breizh : www.bretagne.bzh eo chomlec’h he lec’hienn internet hiviziken, ha www.breizh.bzh ar stumm brezhonek anezhañ. Gant .bzh emañ ivez chomlec’hioù postel an 83 a guzulierien-rannvro hag an 3 900 a wazourien er C’huzul-rannvro.
Pelloc’h e ray Rannvro Breizh gant .bzh war internet, evel ensavadurioù ranvroel all en Europa, pep a astenn internet dezho : www.region.alsace (Elzas), www.gov.wales (Kembre), www.gov.scot (Skos), www.land.saarland (Saarland), www.land.nrw (Nordrhein-Westfalen), www.euskadi.eus (Euskadi), www.xunta.gal (Galiza).
Gant teir lizherenn, Breizh modern ha nevezus war ar web

Gant ar .bzh en em gav Breizh e-mesk an tiriadoù nevezus en Europa (Pariz, Kembre, Londrez, Berlin, …) hag er bed a-bezh (Tokyo, Kebek, New York, …) o deus savet ur skeudenn vodern evito e-kreiz Internet ar bed.
Diwar ar 1200 astenn nevez, tost da vat, emeur o lañsañ, 66 zo evit kêrioù pe rannvroioù a fell dezho ma vo gwelet gwelloc’h o ziriad hag o oberourien war ar web.

An ensavadurioù o reiñ o ziriad da welet
Pelloc’h e ray Rannvro Breizh gant .bzh war internet, evel ensavadurioù ranvroel all en Europa, pep a astenn internet dezho : www.region.alsace (Elzas), www.gov.wales (Kembre), www.gov.scot (Skos), www.land.saarland (Saarland), www.land.nrw (Nordrhein-Westfalen), www.euskadi.eus (Euskadi), www.xunta.gal (Galiza).
E-skeud ar politikerezhioù kaset en-dro gant ar C’huzul-rannvro (Breizh Kas Uhel-kenañ, diorren pol gwellentez Breizh a-fet ar sibersurentez…), e c’hall Breizh gwellaat c’hoazh he skeudenn dedennus gant ar .bzh, war dachenn teknologiezhioù ar c’helaouiñ, diazez ar “glas ekonomiezh” e Breizh.
Ur benveg diorren pouezus eo ar merk kehentiñ-se, evit an embregerezhioù dreist-holl, rak gant ar plas a vo roet d’an astennoù tiriadel evel ar .bzh er c’hefluskerioù enklask, e vo aesoc’h kavout produioù, chemet ha servijoù eus ar vro.
Ur benveg da gevrediñ e vo ar .bzh evit ar sevenadur. A-hend-all, gantañ e c’hallo pep hini reiñ da welet war Internet pegen tomm eo ouzh Breizh ha lavaret pelec’h emañ, war-bouez teir lizherenn hepken.

Ouzhpenn 4 000 .bzh enrollet dija    
Ouzhpenn 4000 a strollegezhioù, kevredigezhioù, embregerezhioù ha tud prevez o deus enrollet o anvioù domanioù gant .bzh dija. Lec’hiennoù treuzfurmet pe re nevez-krouet gant .bzh : abaoe miz Kerzu e vez degemeret tamm-ha-tamm ar .bzh gant oberourien Breizh, a dreuzfurm o lec’hienn evit ober gant .bzh pe a grou lec’hiennoù nevez gantañ. Dre se e kresk buan an niver a bajennoù gant .bzh a zo daveet, ha gwelet a reer gwelloc’h Breizh war Internet ivez.
Merkoù broadel (SNCF, Le Bon Coin, …) a ra ivez o mad eus an astenn evit diskouez emaint er vro pe evit lakaat o servijoù evit ar Bretonezed hag ar Vretoned war wel.

David Lesvenan, Prezidant ar gevredigezh www.bzh
« Laouen-kenañ omp o welet lec’hienn internet Rannvro Breizh oc’h ober gant ar .bzh hiviziken. Sed aze un arouez pouezus diskouezet gant Rannvro Breizh a zigor an hent da oberourien ar rannvro, d’an holl Vretonezed ha d’an holl Vretoned, evit diorren asambles un tiriad niverel nevez ha kehentiñ a-gevret er bed a-bezh. »

Olivier Méril, Prezidant an ajañs Mediaveille     
« Mediaveille en doa sikouret Rannvro Breizh p’he doa cheñchet anv domani, o tremen eus http://bretagne.fr da http://www.bretagne.bzh.     
Un diaraogerez e oa bet ar Rannvro evit an astenn.bzh, ha fellout a rae dezhi kas ar raktres-se da benn diouzh ar gwellañ. Goulennet he doa Rannvro Breizh servijoù Mediaveille evit ober he mad eus hor mailhoni war dachenn an daveiñ naturel, hag en em harpet e oa ivez war ur studiadenn diwar-benn ar strategiezh envel sevenet gant an ajañs. Un dra pouezus ken-ha-ken e oa evit ar Rannvro, rak ret-holl e oa dont a-benn da venegeriñ an anv domani nevez evel a oa dleet, adtapout ar brud a oa gant an hini kozh, ha dreist-holl lakaat ar c’hefluskerioù enklask da gemer ar cheñchamant-se e kont. Ul labour diaes da seveniñ e oa abalamour d’un tamm mat a lec’hiennoù hag a oa is-domanioù e-keñver bretagne.fr, evel jeunes.bretagne.fr pe entreprises.bretagne.fr, ha ret e oa lakaat ar re-se e-barzh an domani nevez diouzhtu.     
Kement tra a denne d’an teknik a oa bet lakaet war-sav hep diaester ebet, ha diwar se e weler ar Rannvro en disoc’hoù kentañ roet gant Google. »