Pleveleg zo ur gumun vihan war ar maez en Il-ha-Gwilen. E miz Kerzu e oa bet lakaet he lec’hienn internet nevez enlinenn gant an ti-kêr. Setu a oa un digarez evit cheñch ivez anv an domani. Pemp miz zo e teu ar gumun war wel gant « pleumeleuc.bzh« . Patricia Cousin, maerez  Pleveleg, a gomz en-dro eus ar pezh en doa broudet anezhi, hag he skipailh, d’ober gant ar.BZH, hag ivez eus penaos e oa bet lakaet al lec’hienn war-sav. Pennad-kaoz.

.BZH : Hervezoc’h, perak e tle ur gumun a-ziwar ar maez bezañ enlinenn ?
Patricia Cousin :
Ret eo mont war-raok asambles gant an amzer. Un doare kehentiñ ne c’haller ket ober heptañ eo internet hiziv an deiz, evit ur gumun vihan zoken. En amen d’an holl ha marc’had-mat eo. Gant se ez eo aesoc’h krouiñ liammoù gant an annezidi.

.BZH : En ho lec’hienn web e pouezit war ar « selaou oberiat », ha prometiñ a ra an ti-kêr ober gantañ. Penaos e c’hallit bezañ sikouret d’ober an dra-se gant al lec’hienn internet-se ?
Patricia Cousin : Ul liamm etre an annezidi hag an ti-kêr eo al lec’hienn internet. Alies e klask tud kêr kaout respontoù diouzhtu p’o devez goulennoù pe pa ’n em gavont gant un diaester bennak. Gant internet e c’hallomp bezañ primoc’h ha respont buanoc’h da c’houlennoù an annezidi, a-benn daou pe dri deiz well-wazh. Dre se e c’hall ar re-se gounit amzer ivez, rak n’o devez ket ezhomm da vont d’an ti-kêr bep taol. Koulskoude e chom internet ur servij hag a gloka ar re all, ne glask ket kemer plas al liamm eeun gant an dud, ha gallout a ra an annezidi dont d’an ti-kêr bepred.

.BZH : Hervezoc’h, perak e tle ur gumun a-ziwar ar maez bezañ enlinenn ?
Patricia Cousin :
Roet hor boa lañs d’hol lec’hienn internet nevez e miz Kerzu. E 2002 pe e 2003 e oa bet gaet an hini gozh, ha ret e oa cheñch. Setu ma oamp en em soñjet war choaz an anv domani. Graet hon eus gant ar .BZH rak gantañ e weler aesoc’h ez omp ur gumun eus Breizh, ez omp e-barzh ar vro-se. Un digarez e oa ivez evidomp d’ober gant doareoù kehentiñ muioc’h stag-ha-stag, gant chomlec’hioù postel hag a glot gant hini hol lec’hienn internet (da skouer : mairie@pleumeleuc.bzh).  

.BZH : Penaos e vo brudet al lec’hienn nevez ?
Patricia Cousin :
N’eus servij kehentiñ ebet du-mañ, setu ne oamp ket e sell d’ober gant ur steuñv kehentiñ ispisial evit kemenn ar cheñchamant-se. Evit poent hon eus adkempennet talbenn hol lizheroù hag e kasomp posteloù eus chomlec’hioù gant .bzh, tra ken. E sell emaomp da embann ur pennad er c’hannadig-kêr da zont, da lakaat skritelloù en ti-kêr ivez, marteze.

.BZH : Penaos e vez degemeret ho lec’hienn nevez ?
Patricia Cousin :
Evit poent n’eus bet lavaret netra dimp gant an annezidi. Un tammig abred eo, moarvat. En diavaez e vez degemeret kentoc’h mat al lec’hienn nevez gant .bzh. Kavout a ra d’hor c’hevelerien ez eo un dra dedennus, ha klask a reont gouzout ivez hag-eñ e vefe un dra vat evito ober gant ar .pzh evit o chomlec’hioù niverel. Ar gumuniezh-kumunioù, dreist-holl. Marteze e vo gwelet honnezh gant .bzh ivez a-benn nebeut…
Lennit ar pennad-kaoz gant Ludovic Jolivet, maer Kemper, amañ