Pemp miz goude m’eo bet lañset, ar .BZH, astenn Breizh, en deus tost da 4500 a anvioù domanioù enrollet dija.
E-leizh a strollegezhioù a ra gantañ dija, evel Rannvro Breizh a zo he chomlec’h internet www.bretagne.bzh hiviziken, ha www.breizh.bzh ar stumm brezhonek anezhañ. Gant .bzh emañ ivez chomlec’hioù postel an 83 a guzulierien-rannvro hag an 3 900 a wazourien er C’huzul-rannvro.

Gant teir lizherenn, Breizh modern ha nevezus
Gant ar .bzh en em gav Breizh e-mesk an tiriadoù nevezus en Europa (Pariz, Elzas, Kembre, Londrez, Berlin, …) hag er bed a-bezh (Tokyo, Kebek, New York, …) o deus savet ur skeudenn vodern evito e-kreiz Internet ar bed dre grouiñ o astenn dezho. Rak diwar ar 1200 astenn nevez, tost da vat, emeur o lañsañ, 66 zo evit kêrioù pe rannvroioù a fell dezho ma vo gwelet gwelloc’h o ziriad hag o oberourien war ar web.

Ouzhpenn 400 anv miret gant strollegezhioù
N’eo ket ar Rannvro ar strollegezh nemeti a ra gant ar .bzh. Miret ez eus bet ouzhpenn 400 anv domani gant strollegezhioù all. E-mesk re all, lec’hiennoù kumuniezh-kumunioù ar Poc’hêr, pe kêrioù evel Kemper, Gwened, Lannuon, Plougouloum, Logonna-Daoulaz, Pleveleg. Lorc’h zo enno o tiskouez o .bzh.