Pennad-kaoz gant Diane Dhomé, penn raktres Sabella D10

.BZH : Gallout a rit displegañ dimp petra eo ar c’hevredad Sabella ?         
Diane Dhomé : Ur raktres lañset e 2000 eo Sabella. D’ar c’houlz-se, Jean-François Daviau, Prezidant Sabella en deiz hiziv, ha Herve Majastre, enklasker en SKB, a oa o labourat da sevel ur rod-vor. En o c’harrdioù, en o c’hibelloù e oa bet graet an taolioù-arnod kentañ gant o c’hentpatromoù… E 2007 e oa bet sinet un emglev etre an daou enklasker ha pevar embregerezh breizhat abalamour da sevel ur c’hentpatrom er skeul 1/3 : Sabella D03. Moret e oa bet ar c’hentpatrom-se en aber an Oded e Benoded. Ne oa ket luget ouzh ar rouedad, met monitoret hag evezhiet e oa bet e-pad bloaz. Berzh a oa bet graet gant an taol-arnod-se, setu ma oa bet krouet ar c’hevredad Sabella e 2008.

  Er c’houlz-mañ emaomp o labourat da sevel Sabella D10, ar memes rod-vor hag an D03, met en he ment gwirion, da lavaret eo gant ur rotor 10m treuz. Moret e vo er Froñveur, e-tal Enez-Eusa, e miz Mae pe e miz Mezheven 2015.

.BZH : Pegement a dredan a vo produet gant Sabella D10 e-keñver ezhommoù tud Eusa ?
DD :
Ganti e vo gallet bastañ da 25% eus ezhommoù an enezenn, pe war-dro. Hiziv an deiz emañ Eusa e dalc’h an douar-bras, penn-da-benn, evit a sell ouzh an energiezh. Produet e vez an tredan gant pevar ganer. Evito e ranker enporzhiañ 4 milion a litradoù fioul bep bloaz. Alies-kenañ e chom sac’het ar ganerioù-se, evel e-pad ar goañv e 2013, pa oad o kempenn daou anezho ha pa oa chomet sac’het an daou all, gant un troc’h tredan en enezenn a-bezh e-pad eurioù.

.BZH : Daoust ha savet eo Sabella D10 penn-da-benn e Brest ?            
DD :
N’eo ket. Kenstrollet e vez ar pezhioù amañ, met evit fardañ an elfennoù e labouromp gant embregerezhioù all eus Breizh, pe eus Frañs da vihanañ ma ne gavomp ket ar barregezhioù hon eus ezhomm er vro.

.BZH : Petra emaoc’h e sell d’ober en amzer da zont ?  
DD :
Goude Sabella D10, emichañs, e c’hallimp krouiñ ur feurm rodoù-mor er Froñveur hag a c’hallfe boueta Enez-Eusa a-bezh gant tredan hag ezporzhiañ tredan d’an douar-bras. Evit ar raktres-se e labouromp asambles gant GRDF. Emaomp ivez o paouez sinañ un emglev kevelerezh gant Indonezia. Ouzhpenn 17 000 a inizi zo er vro-se. Dedennet-kaer eo an dud e karg eus an traoù-se gant hor raktres eno. Gantañ e c’hallfed pourchas tredan d’an dud eus an inizi na c’hall ket o rouedadoù tredan bezañ liammet ouzh hini an douar-bras. Krog omp ivez da glask arvalien e Norzhamerika hag e Suamerika.

.BZH : Setu ma labourit kalz gant an estrenvro, perak ho peus choazet ar .bzh evit ho lec’hienn internet ?            
DD :
Krouet e oa bet Sabella gant embregerezhioù breizhat, sikouret e vezomp kalz gant oberourien eus ar vro ha Bretoned zo ac’hanomp. Setu ma oa ken eeun ha tra evidomp ober gant ar .bzh. E saozneg eo hor plaketennoù-kehentiñ, ha warno e weler chomlec’h hol lec’hienn gant .bzh.

.BZH : Petra zo bet kontet deoc’h gant ho kenlabourerien diwar-benn chomlec’h ho lec’hienn web ?
DD :
E Frañs e laka tud zo da vousc’hoarzhin, met kontet omp da vezañ oberourien vreizhat pennañ ar rodoù-mor, neuze e kav d’an holl ez eo poellek hor chomlec’h. En estrenvro, en Europa dreist-holl, e ouzer ez eo Breizh ur rannvro eus Frañs. Gant ar .bzh ez omp aesoc’h da gavout, aesoc’h eo gouzout pelec’h emaomp, evit ar re n’anavezont ket ac’hanomp c’hoazh.   
Hol lec’hienn gentañ www.sabella.fr, a oa anezhi meur a vloaz zo, a oa bet gwintet en unan gant .bzh. An eil, www.sabellaD10.bzh, krouet e fin 2014, zo bet lakaet enlinenn war-eeun gant ar .bzh ha laouen-kaer omp gant se.    

http://www.sabella.bzh
http://www.sabella-d10.bzh