Adkavout un dibab eus blazioù Breizh, bep miz, e-barzh ur voest, forzh pelec’h er bed, sed aze ar pezh a fell da Loïz Fily ha Julien Kersalé kinnig gant Penn ar Box, ar raktres o deus lañset. Daou baotr eus Penn-ar-Bed eo ar re-se, nevez-diplomet gant Brest Business School.
Kejet hon eus gant an daou embreger yaouank en o burev, er c’horerez Produet e Breizh, e Brest.
Julien Kersalé a zispleg dimp penaos e oa kroget ar raktres-se : « da-geñver hor studioù e oamp aet d’an estrenvro, Loïz da Gaerdydd, e Kembre, ha me da Viami. Evit stourm ouzh kleñved ar gêr e farden ma c’hrampouezh din-me, ma c’haramel ha ma gwastelloù mod Breizh, hag e lakaen ma mignoned da dañva anezho. Evit Loïz, resev a rae ingal pakadoù boued hag a veze kaset dezhañ gant e familh. Ar mank-se, hag ar c’hoant da gavout ar produioù breizhek a garomp, pell diouzh ar gêr, o deus roet ar soñj-se dimp. »
Plij ha Buhez, div voest, daou veizad
Daou seurt boest a vez kinniget. An hini gentañ eo ar « Buhez box » (boest ar vuhez), a zo kontet da vezañ « ar rikoù evit chom bev, na c’hallfe ket ur gwir Vreton ober hepto ». Enni e vo, bep miz, dek produ brudet eus Breizh, « produioù hag a zo anavezet gant an holl Vretoned, evel ar pastez Hénaff pe ar c’haramel gant amann sall eus ti Brieuc, an holl anezho gant an dikedenn ‘Produet e Breizh’ ».
An eil boest eo ar « Plij box » (boest ar blijadur). Ganti e vo kinniget bep miz un dibab eus pemp pe c’hwec’h produ eus Breizh. Dibar e vo ar voest-se rak enni ne vo nemet produioù ha ne vezont ket gwerzhet er stalioù bras. « Soñjet hon eus e vefe mat brudañ produioù nevez, produerien nevez », a zispleg Loïz Fily. Bep miz e vo kinniget un dibab nevez. Setu ez eo graet ar voest-se ken evit an dud divroet, ken evit ar Vretoned a zo o chom e Breizh hag o deus c’hoant da dañva blazioù nevez.
Boestoù kentañ kaset d’ar 15 a viz Du
A-benn bremañ e c’haller dija urzhiañ ur voest pe meur a hini el lec’hienn www.pennarbox.bzh. Meur a seurt koumanantoù a ginniger, eus ur miz da zaouzek miz. 27,90 € ar miz evit ar « Plij box » ha 42 € ar miz evit ar « Buhez box » eo ar prizioù izelañ. Kaset e vo ar boestoù kentañ d’ar 15 a viz Du.
Asambles gant pep boest e vo kaset ur gelaouenn ugent pajenn diwar-benn ar produioù a vo enni hag ar broduerien anezho, ha kinniget e vo ivez ur rekipe fardet gant « Penn ar chef », Nathalie Beauvais, mestrez-keginerez ar preti “Al liorzh lipous” en Oriant. Evit ar blijadur (hag evit mad ar blanedenn), ne vo ket lakaet ar boestoù er pod-lastez, met talvezout a raimp da amplaer evit ar poellgomzerioù. Neuze, bec’h d’ho logodennoù (hag a-benn nebeut, kit da welet e-barzh ho poestoù-lizheroù) !
Gouzout hiroc’h : www.pennarbox.bzh