Ul lec’hienn internet ho peus, met kas a rit posteloù eus chomlec’hioù gant hotmail.com, wanadoo.fr, ha kement zo… Ha ma tlefec’h cheñch pourvezer internet a-benn warc’hoazh, petra e teufe ho poestoù posteloù da vezañ ? Ne c’hallfec’h ket mui implijout anezho, ken eeun ha tra eo. Neuze, chomit mestr war hoc’h holl vinvioù internet en ur grouiñ chomlec’hioù postel personelaet. Un digarez brav eo ar .bzh evit adwelet hoc’h identelezh niverel hag ober gant doareoù kehentiñ hollek, stag-ha-stag.

Identelezh niverel : dalc’hit ar stur
Klotañ a ra hoc’h anv domani gant hoc’h identelezh war Internet.
Implijet e vez evit chomlec’h ho lec’hienn internet, met gallout a reer ivez ober gantañ evit chomlec’hioù postel : darempred@kêr.bzh, ti-kêr@kêr.bzh. Keit ha ma vo gwiriek hoc’h anv domani e c’halloc’h implijout ar servijoù a zo stag outañ, evel mererezh ar boestoù posteloù. Neuze ne vioc’h ket ken e dalc’h ho pourvezer internet, hag aesoc’h e vo ivez d’an dud a anavezit derc’hel soñj eus ar chomlec’hioù postel a vo liammet ouzh anv ho strollegezh (da skouer : levraoueg@kêr.bzh, sport@kêr.bzh, re_gozh@kêr.bzh, …).

Chomlec’hioù postel suroc’h
Piv n’en deus ket resevet ur wech bennak ur postel digant e vank pe e bourvezer tredan, sañset, diwar-benn ur gudenn a rank bezañ dirouestlet dre reiñ en-dro e zaveennoù bank pe munudoù e gont ? Lod eus ar c’hemennadennoù flodus-se a c’haller anavezout hep diaester ebet, abalamour d’ar fazioù reizhskrivañ pe da draoù digendalc’h all en destenn. Gant re all avat, e c’hall an nen chom en entremar. Gant un dra hepken e c’haller diforc’hiñ ar posteloù falset-se diouzh re an dud a c’hortozer : ret eo gwiriañ hag-eñ ez eo chomlec’h postel ar c’haser an hini mat en ur sellet ouzh an anv domani implijet. Klotañ a ra an anv domani gant ar pezh a gaver war-lerc’h ar “www” evit ul lec’hienn web hag an “@” evit ur chomlec’h postel. Pa gasit posteloù eus chomlec’hioù hag a implij anv domani ho strollegezh, e asurit an degemerer ez eo bet kaset ar postel ganeoc’h-c’hwi. Forzh piv a c’hall krouiñ ur chomlec’h postel gant anv ho strollegezh ennañ, war-bouez servijoù postelerezh digoust (a-raok an « @ » e vez anv ho kumun, neuze), met den ebet estregedoc’h ne c’hall implijout hoc’h anv domani. Ur gwarant a fiziañs hag a surentez eo ar chomlec’hioù postel personelaet, evidoc’h hag evit an dud a skrivit dezho.

Ur skoazell deknikel
Hoc’h ajañs kehentiñ pe ho herberc’hier a c’hall aliañ ha sikour ac’hanoc’h evit al labour-se. Prest eo ar gevredigezh www.bzh, a ver marilh an astenn, da guzuliañ ac’hanoc’h evit ho tifraeoù ha da reiñ deoc’h ur skoazell deknikel eus al live kentañ. Evit se e c’hallit dont e darempred ganimp er chomlec’h : Darempredoù