Kengo.bzh zo ul leurenn crowdfunding rannvroel nevez hag a labour evit arc’hantañ mennadoù gant donezonoù. Klask a ra Kengo sikour arc’hantañ mennadoù a c’hall kemer perzh e diorroadur hag e sked Breizh. Harpet eo ar raktres gant daou strollad breizhat bras : ar C’hef Kengredit Arkéa hag ar Strollad Télégramme.

Serge Appriou, rener Kengo.bzh a gont dimp hiroc’h diwar-benn al leurenn-se.

.BZH : Petra a sinifi « Kengo » ?
Serge Appriou : « Ken », e brezhoneg, zo kevatal gant « co » e galleg, hag en kavout a reer e gerioù evel kenweturañ pe kenlabourat, da lavaret eo « Ober un dra bennak asambles ». Lakaet eo bet dirak ar ger saoznek « go » a sinifi « mont ». Kengo, neuze, a c’haller treiñ « Deomp asambles » ! Un doare eo da bediñ an dud da rannañ traoù etrezo, da skoazellañ an eil re ar re all, hag ivez ur c’hoant, embannet splann, da lakaat mennadoù pep hini da vleuniañ.

.BZH : Petra a ra da Kengo.bzh bezañ disheñvel diouzh al leurennoù crowdfunding all ?
S.A. : Disheñvel eo ar pezh a vez kinniget gant Kengo.bzh diouzh traoù al leurennoù a zo dija, rak tennañ a ra d’ar rannvro, d’ar gevredigezh, hag aes eo da gavout : breizhat penn-da-benn eo ar mennadoù degemeret, sevenadurel ha nevezus ez int, pe sellout a reont ouzh ar c’hengred.

.BZH : Evit piv eo al leurenn-se ?
S.A. : Digor eo Kengo d’ar c’hevredigezhioù, d’an ensavadurioù ha d’an dud prevez. Gouestlet eo al leurenn da Vreizh ha d’ar re a gar anezhi, evel-just, met gallout a ra ivez reiñ c’hoant d’an holl da gemer perzh e raktresoù nevezus pe kengret hag a ya en tu-hont da harzoù pemp departamant Breizh.

.BZH : Penaos ez a al leurenn-se en-dro, evit gwir ? Petra eo ar « mod implij » evit ar re o deus mennadoù ?
S.A. : Kinnig a reont ur diverradur eus o raktres dimp. Gwiriañ a reomp daoust hag-eñ e c’hall bezañ degemeret, daoust hag-eñ e tenn da Vreizh, e-mesk traoù all. Goude-se, ma vez degemeret, e leugn ar re a ginnig ar raktres ur furmskrid klok a-raok ma vefe lakaet enlinenn evit kregiñ gant ar c’houlzad. Eno e vimp e-pad an holl bazennoù evit harpañ anezho ha sikour anezho da dizhout o fal.
 
.BZH : E sell emaoc’h da reiñ lañs da Kengo.bzh d’an 11 a viz Mezheven, pet raktres a blijfe deoc’h harpañ bep bloaz ?
S.A. : Ar muiañ ar gwellañ 😉  Ma c’hallfemp kregiñ gant ur pemzek raktres bennak adalek an 11 a viz Mezheven e vefe mat-kaer. E 2015 e karfemp harpañ 300 raktres.
 
.BZH : Perak ez eus fellet deoc’h ober gant ar .BZH ? Petra eo an astenn internet-se evidoc’h ?
S.A. : Evidomp-ni he deus stourmet ho kevredigezh e-pad bloazioù, a gav din ! Ur gwerzh ouzhpennet dispar eo evit hor raktres pa fell dimp e vefe breizhat en XXIvet kantved. Gant an astenn-se ez eo merket hor raktres ha staget, war baper hag ent niverel, ouzh ur c’horn-bro.
 
.BZH : Daoust hag aliañ a rafec’h ar Vretoned a fell dezho lañsañ ur mennad nevez e Breizh d’ober gant ar .BZH ? Perak ?
S.A. : Krediñ a reer en ur raktres pa vez lañs gant ar c’horn-bro. Kement-se a weler a-walc’h gant teuliadoù French Tech. Breizh he deus perzhioù mat. Perak an diaoul ne greskfe ket ur raktres mat kenkoulz e Breizh hag e Palo Alto, e Kalifornia ?

Kit adalek an 11 a viz Mezheven da  www.kengo.bzh evit gwelet peseurt raktresoù a zo da harpañ.
Grit anaoudegezh ivez gant “GwenneG“, al leurenn crowdfunding breizhat all :  amañ