Kentañ deiz miz Gwengolo, distro eo ar vugale d’ar skol, tamm-ha-tamm e kuita an douristed ar vro… An distro zo, hep mar ebet, hag evit se hon eus prientet ur programm ispisial evidoc’h. Kendivizoù, saloñsoù… Setu amañ roll an emgavioù a zo kinniget deoc’h gant .BZH. O treuziñ-didreuziñ Breizh emaomp evit mont en arbenn deoc’h. Notennit an deizioù !

Fellout a ra d’ar gevredigezh www.bzh – na glask ket ober kenwerzh – kenderc’hel gant hec’h oberoù war an dachenn ha displegañ diouzh ar gwellañ d’an oberourien vreizhat peseurt cheñchamantoù a zo er web, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an astennoù internet.
Krouet e oa bet an astenn .BZH (ouzhpenn 5000 a enrolladurioù dija) da-heul ul lusk a zo er bed a-bezh, hag a ro plas da ouzhpenn 1 200 a astennoù internet nevez ; bremañ, ouzhpenn an astennoù boas, .com, .fr, .org, ha kement zo, e vo ivez .archi, .bio, .axa, .leclerc, .mma, .bzh, .paris, .quebec, .tokyo, … Tost da 700 astenn nevez a c’haller gwelet war ar gwiad dija.
Gallout a ra ar re-se degas ur bern traoù d’an oberourien ekonomikel, sevenadurel, prevez pe publik… met gallout a reont ivez bezañ dañjerus evit an neb n’eo ket kelaouet mat, pe n’en deus ket lakaet ur strategiezh internet war-sav abalamour da zerc’hel kont anezho.

Evit sikour ac’hanoc’h da aveiñ degemer ar cheñchamant-se e kinnigomp kendivizoù digoust deoc’h. Klask a reomp ober tri zra :
– Sevel ur renabl eus an astennoù nevez-se
– Gwelet petra a c’hallit ober bremañ evit gwareziñ ho merk pe anv ho kevredad war internet,
– Displegañ dre ar munud ar pezh a zo degaset gant an astenn .BZH d’an oberourien vreizhat

Kaset e vo ar c’hendivizoù-se en-dro gant tud a-vicher kontet da vezañ mailhed e metoù Internet hag ispisialourien eus an anvioù domanioù.
Emgavioù :
D’ar 16 a viz Gwengolo da 4e gm er Grenier numérique e Gazilieg – En em enskrivañ : http://www.bzh/lagacilly16septembre
D’an 22 a viz Gwengolo da 6e gm e e KKG Roazhon –En em enskrivañ : http://www.bzh/rennes22septembre
d’an 29 a viz Gwengolo da 5e gm en EST Lannuon –En em enskrivañ : http://www.bzh/lannion29septembre
D’ar 6 a viz Here da 5e30 gm en EST Gwened –En em enskrivañ : http://www.bzh/vannes6octobre
D’ar 15 a viz Here da 6e30 gm e Digital St Malo e… Sant Maloù – En em enskrivañ : http://www.bzh/stmalo15octobre
D’an 28 a viz Here da 6e gm e La Matrice e Sant Brieg – En em enskrivañ : http://www.bzh/stbrieuc28octobre
D’ar  6 a viz Du da 9e am e Magerezh an nevezadennoù e Kemper –En em enskrivañ :  http://www.bzh/quimper6novembre

Evit pep hini eus ar c’hendivizoù-se n’eo ket sur e vo plas evit an holl, setu e aliomp ac’hanoc’h d’en em enskrivañ dre al liammoù amañ a-us.

Deuit ivez da gejañ ganimp er saloñs JRCE, embreger er C’hornôg,  e Roazhon d’ar 6 ha d’ar 7 a viz Here. Un atalier a vo ganimp d’ar Merc’her da 12e30 / http://bit.ly/1JrULgO

Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn an abadennoù-se, deuit hardizh e darempred ganimp : Darempredoù