Kemennet hor boa deoc’h dija e rae TVR – anavezet gant an anv TV Rennes gwechall –  gant ar .BZH. Gant astenn internet Breizh e ra ivez bremañ ar chadennoù eus Penn-ar-Bed hag eus ar Mor-Bihan, Tébéo ha TébéSud. Hiviziken e c’hallit kavout holl geleier Breizh gant .BZH !

Chadennoù kelaouiñ hollek eo Tébéo ha TébéSud. D’ar strollad Le Télégramme ez int. Noz-deiz ha sul-ouel-pemdez e c’hallit kavout ganto ar pep pennañ eus keleier ar vro :  keleier skinwel, kelaouadennoù, abadennoù dudi… Klask a ra Tébéo ha TébéSud bezañ ur skeudenn eus buhez ar vro, digor d’ar bed, dre gelaouadennoù sevenet war an dachenn gant kazetennerien hag a ya en arbenn da dud ar vro. Meur a vloaz zo dija e pourchasont ur servij nevez da glokaat ar mediaoù a zo anezho dija.

“Petra eo an hollved ? Lec’hioù hag a zo bet tennet ar murioù diouto” – Olivier Clech, pennrener
« Na pegen mat e tiazez ouzh divskouarn ar Vretoned, an aforism-se gant ar skrivagner portugalat Miguel Torga.
Dereout a ra mat-tre ouzh ar .BZH, an astenn-se a c’hall, gant ur pik ha teir lizherenn, tra ken, liammañ nerzh gwrizioù Arvorig ouzh an dachenn niverel divent. Met gallout a rafe ivez bezañ ger-stur Le Télégramme, gwriziennet en e vro ouzhpenn 70 a vloazioù zo, ha lennet gant Bretoned ar bed a-bezh. Eus ar vro-mañ eo Tébéo, skinwel Penn-ar-Bed, un iskevredad eus ar Strollad Télégramme, krouet e 2009, ha ’han-se ez eo eus ar bed a-bezh, ken ez eo. Se zo kaoz en doa graet a-zevri gant ar .BZH evit e lec’hienn nevez-flamm ! »

“Ken eeun ha tra e oa evit Tébésud merdeiñ war .BZH” – Bertrand Le Néna, rener TébéSud
Tébésud eo skinwel lec’hel ar Mor-Bihan, ijinet gant Le Télégramme hag e gevelerien publik ha prevez, skignet war ganol 33 an SND ha gant ar « boksoù » (365 Free, 257 Orange).
Diskouez a ra Tébésud buhez ar Mor-Bihan, gant lusk, skeudennoù ha kelaouadennoù. Un arouez eus Breizh eo, setu e oa ken eeun ha tra evit Tébésud merdeiñ war ar .BZH. Dre he c’heleier skinwel hag hec’h abadennoù, ez eo Tébésud ar chadenn a sell ouzhoc’h-c’hwi, a gelaou hag a zidu ac’hanoc’h, noz-deiz ha sul-ouel-pemdez. Er programm, bemdez : sevenadur, politikerezh, sportoù, ekonomiezh ha kevredigezh, gizioù, bageal-dre-lien, beajoù, boued mat, douar ha mor, kinnigoù sortiadennoù, glad, istor…. Lusk-dilusk eo ar Mor-Bihan ha gwelet e vez war Tébésud !

Evit sellet ouzh Tébéo :
SND, kanol 31 ; Orange TV (Livebox), kanol 246 ; Free, kanol 366 ; Numericable, kanol 95
Hag el lec’hienn www.tebeo.bzh

Evit sellet ouzh TébéSud :
SND, kanol 33 ; Orange TV (Livebox), kanol 257 ; Freebox, kanol 365
Hag el lec’hienn www.tebesud.bzh