Ober a rafec’h a-walc’h gant ar .BZH met n’ouzoc’h ket penaos ober, pelec’h prenañ hoc’h anv domani, pegement e koustfe…
Setu amañ an holl didouroù ho peus ezhomm.
Ne vez ket gwerzhet anvioù domanioù war-eeun gant ar gevredigezh .BZH, a zalc’h marilh an astenn. Evel ma vez kont gant an astennoù all, .fr, .com…, ret eo deoc’h tremen dre werzherien a anver « burevioù enrollañ ». Listenn glok ar burevioù-se, kretaet evit gwerzhañ ar .BZH, a c’hallit kavout amañ
Pep anv domani a vez gwerzhet gant ar gevredigezh .BZH d’ar burevioù enrollañ e 35 € PTM ar bloaz. Diouzh ar gwerzher choazet e vez ar priz evidoc’h, ha gallout a ra cheñch ivez hervez ar servijoù a vez kinniget ouzhpenn (herberc’hiañ ho lec’hienn internet, chomlec’hioù postel, ha kement zo…). Evit un anv domani gant .BZH, ret eo kontañ etre 40 ha 50 € PTM ar bloaz.


Grit ul lec’hienn gant .BZH diwar ho lec’hienn a vremañ
Ul lec’hienn internet ho peus dija, ha fellout a ra deoc’h ober gant .BZH hiviziken. Daou zoare zo d’ober an dra-se.
An hini kentañ zo lakaat war-sav buan ul « liamm adkas ». Gant-se, ho chomlec’h gant .BZH a adkaso an dud a glask dont e darempred ganeoc’h war-du ho lec’hienn a vremañ gant .fr, .com, .org… Un dra aes d’ober eo, ha gallout a ra bezañ graet diwar an etrefas merañ pourchaset gant ho purev enrollañ.
Spletusoc’h eo an eil doare : gantañ e lakaer kement tra a zo e-barzh ho lec’hienn en hoc’h anv domani nevez gant .BZH. « Gwintañ » a reer eus an dra-se. N’eo ket diaes d’ober met ret eo bezañ barrekoc’h war an teknik koulskoude. Setu ma aliomp ac’hanoc’h da fiziañ ar gefridi-se en ho servij urzhiataerezh pe en hoc’h ajañs web.
Ma tivizit gwintañ ho lec’hienn evit ober anezhi unan gant .BZH, e vo ret deoc’h mirout ho chomlec’h kozh hag ober dezhañ adkas an dud war-du al lec’hienn nevez (liamm adkas). Evel-se e c’hallo an dud o do soñj eus ar chomlec’h-se mont d’ho lec’hienn nevez evelato. Gant-se e c’halloc’h ivez adkempenn ho pinvioù kehentiñ, war baper dreist-holl, bep un tamm, hep koll gweladennerien ha dreist-holl hep ma vije adtapet hoc’h anv domani kozh gant ur c’heveler !

Peseurt gounidoù zo pa wintit ho lec’hienn en unan gant .BZH ?
Gant ar .BZH, bezit daveet gwelloc’h
An dra gentañ a vo degaset deoc’h gant ar .BZH, ha n’eo ket un dra
zister, eo bezañ daveet gwelloc’h.
Evit gwir, meur a studiadenn
(Searchmetrics, SIDN,…) graet diwar-benn astennoù lec’hel all,
.cat (Katalonia) ha .berlin da skouer, a ziskouez e vez daveet gwelloc’h al
lec’hiennoù herberc’hiet gant an astennoù-se evit ar goulennoù a-zalc’h
ouzh al lec’h a zo anv anezhañ, pe graet ac’hano. Memes mod, kerkent ha
ma vo trawalc’h a lec’hiennoù daveet gant ar .BZH, en em gavo ar re-se
e-mesk ar re gentañ pa vo goulennoù a-zalc’h ouzh Breizh pe graet e
Breizh (douarlec’hiañ), hep ma vije tamm koll ebet a-fet an daveiñ hollek
(goulennoù graet e-maez Breizh pe hep gerioù-alc’hwez hag a denn da
Vreizh).

Diskouezit ez oc’h tomm ouzh ho pro
Al lec’h m’emaoc’h a c’hall bezañ un dra spletus ouzhpenn evit gounit
arvalien e Breizh, e Frañs hag en estrenvro zoken.
Gallout a rit implijout
skeudenn vat Breizh, hec’h arouezioù, he chemet da arguzennoù marketing.
Komprenet eo bet ervat gant un tamm mat a embregerezhioù breizhat, hag i
o lakaat Breizh war wel en o anvioù kenwerzh, war o zeulioù kehentiñ,
ha kement zo…  Gant ar .BZH e c’hallit lakaat an traoù-se war wel
gwelloc’h c’hoazh, ha bezañ anavezet aesoc’h gant hoc’h arvalien a-raok
dezho dont d’ho lec’hienn zoken.
Emañ ar .BZH en ul lusk hag a gaver er bed a-bezh : a-benn nebeut e
vo 66 a astennoù lec’hel nevez er web. Kit da-heul al lusk-se, er bed
a-bezh, a gas embregerezhioù eus Pariz, New-York, Berlin, Londrez,
Tokyo, Elzas, Bavaria,… hag a ra gant an astennoù nevez-se.
Touristerezh, industriezh ar boued, pellgehentiñ, sevenadur, deskadurezh…
Bras eo chemet Breizh war dachennoù liesseurt-kaer. Lakait ho
parregezhioù war-raok gant ar .BZH !

Choazit anvioù domanioù nevez
Ar .BZH a ginnig deoc’h traoù ha n’eus ket anezho ken gant an
astennoù boas. Gantañ e c’hallit, da skouer, choaz anvioù domanioù
berroc’h (3 pe 4 arouezenn), splannoc’h, hag a glot gwelloc’h gant anv
hoc’h embregerezh pe gant ho produioù.
Hiviziken e ra Kayak Klub
Lannarster gant www.lckc.bzh, pe ar chadenn skinwel TVR a zo tremenet
evel-se eus www.tvrennes35bretagne.fr  da www.tvr.bzh, ur chomlec’h
kalz aesoc’h da reiñ ha da zerc’hel soñj anezhañ.
Un digarez eo ar .BZH ivez evit choaz anvioù domanioù lesanvet
« generek » abalamour da ziskouez ho tachenn obererezh. Da skouer :
www.belo.bzh , www.bleuniou.bzh

Krouit un identelezh niverel klok
Erfin, gant hoc’h anv domani e c’hallit krouiñ, ouzhpenn chomlec’h ho
lec’hienn internet, chomlec’hioù postel (darempred @ entreprise.bzh).

Pouezus eo e vefe stag-ha-stag ho pinvioù
kehentiñ.
Na rit ket gant ar binvioù postelerezh digoust a c’hall reiñ da welet ur
skeudenn ha n’eo ket ken sirius hag an hini diskouezet gant ur chomlec’h
postel personelaet. Gant re evel-se e c’hallo ivez hoc’h arvalien hag ho
kenlabourerien derc’hel soñj aesoc’h eus ho chomlec’hioù.

Miret ez eus bet ouzhpenn 4000 a anvioù domanioù gant an astenn .BZH dija. Arabat deoc’h gortoz pelloc’h, enrollit ho hini !