Gant ar .BZH e c’hallit bezañ aesoc’h da anavezout evit an dud a glaskit tizhout, pe e vefent e Breizh, e Bro-C’hall pe en estrenvro zoken. Astenn Breizh modern ha digor war ar bed eo ar .BZH. Setu amañ skouerioù daou embregerezh breizhat hag o deus choazet ober gant ar .BZH evit mont e darempred, e Frañs hag en estrenvro, gant o arvalien hag o danvez-arvalien :
Sabella, industriour eus Penn-ar-Bed hag
Opalink, embregerezh eus ar Mor-Bihan hag a labour e gennad ar merañ sokial

Pennad-kaoz gant Diane Dhomé, penn raktres Sabella D10

.BZH : Gallout a rit displegañ dimp petra eo ar c’hevredad Sabella ?      
Diane Dhomé : Ur raktres lañset e 2000 eo Sabella. D’ar c’houlz-se, Jean-François Daviau, Prezidant Sabella en deiz hiziv, ha Herve Majastre, enklasker en SKB, a oa o labourat da sevel ur rod-vor. En o c’harrdioù, en o c’hibelloù e oa bet graet an taolioù-arnod kentañ gant o c’hentpatromoù… E 2007 e oa bet sinet un emglev etre an daou enklasker ha pevar embregerezh breizhat abalamour da sevel ur c’hentpatrom er skeul 1/3 : Sabella D03. Moret e oa bet ar c’hentpatrom-se en aber an Oded e Benoded. Ne oa ket luget ouzh ar rouedad, met monitoret hag evezhiet e oa bet e-pad bloaz. Berzh a oa bet graet gant an taol-arnod-se, setu ma oa bet krouet ar c’hevredad Sabella e 2008.
Er c’houlz-mañ emaomp o labourat da sevel Sabella D10, ar memes rod-vor hag an D03, met en he ment gwirion, da lavaret eo gant ur rotor 10m treuz. Moret e vo er Froñveur, e-tal Enez-Eusa, e miz Mae pe e miz Mezheven 2015.

.BZH : Pegement a dredan a vo produet gant Sabella D10 e-keñver ezhommoù tud Eusa ?
DD : Ganti e vo gallet bastañ da 25% eus ezhommoù an enezenn, pe war-dro.  Lenn ar peurrest

Pennad-kaoz gant Nadine Via, Mererez ar c’hevredad Opalink.

.BZH : Gallout a rit lavaret dimp petra eo Opalink e berr gomzoù ?
Opalink : Ur c’hevredad krouet e fin 2014 eo Opalink, ha diazezet eo en Oriant.
Kinnig a ra Opalink d’an embregerezhioù doareoù da verañ ar paeoù, an ijinouriezh sokial, ar stummañ hag an dizanvezelaat. Unan eus iskevredadoù ar strollad INMARES eo, evel ar c’hevredadoù Inter Pôle, Espace cadres ha Le Bureau de la com’. Tri den zo o labourat ennañ en deiz hiziv hag emeur o tuta unan all.

.BZH : War peseurt tachenn emaoc’h o labourat ?
Opalink : Ur c’hevredad yaouank-flamm eo Opalink. Evit c’hoazh e labouromp dreist-holl e pemp departamant Breizh istorel, abalamour d’ar brud a vez roet dimp gant ajañsoù Inter Pôle, met krog omp da ziorren hon obererezh e Frañs a-bezh, ha fellout a ra dimp mont pelloc’h gant an hent-se. Lenn ar peurrest