Globe Runner, ur c’hevredad amerikan ispisialour evit an daveiñ war Internet, en doa graet nevez zo un dielfennadur evit gouzout peseurt astennoù internet eo ar re wellañ a-fet kalite, e-mesk ar 700 astenn nevez a gaver dija. Er 5vet renk emañ hini Breizh, ar .BZH !  

Graet e oa bet ar studiadenn-se diwar ur roll ouzhpenn 20 000 a lec’hiennoù internet savet war-eeun gant un astenn nevez (pe gTLD) hag a lec’hiennoù a oa anezho dija hag o deus lakaet un astenn nevez d’o holl bajennoù (da skouer, ul lec’hienn gant .fr deuet da vezañ unan gant .bzh). E-mesk traoù all e klaske ar studiadenn-se gouzout petra e oa kalite al lec’hiennoù a implij an astennoù nevez-se. N’eus bet dibabet gant Globe Runner nemet al lec’hiennoù diorroet gant ar gTLD nevez, hag e-se lec’hiennoù daveet gant ar c’hefluskerioù enklask ha gant renkadurioù zo. Lezet eo bet a-gostez gant an ajañs al lec’hiennoù na reont nemet implijout an astennoù nevez da adkas war-du pajennoù kozh.
 
Unan eus an traoù dielfennet a oa liammet ouzh kalite al lec’hiennoù savet gant anvioù domanioù hag a ra gant gTLD nevez. An ajañs he deus klasket gouzout peseurt astennoù internet nevez o doa broudet ar muiañ a oberourien da « wintañ » o lec’hiennoù pe da grouiñ lec’hiennoù internet a-feson ganto.
Diaezezet e oa ar studiadenn war un teknik dielfennañ difer, anvet « Trust Flow ». Gallet ez eus bet sevel ar roll eus an 20 astenn internet nevez implijet gant an anvioù domanioù gwellañ hag al lec’hiennoù gwellañ, ar pezh a ziskouez kalite an astennoù a zo stag outo. Setu amañ ar roll-se :
 
.nrw (Nordrhein-Westfalen – Alamagn)
.scot (Skos)
.brussels (Brusel)
.eus (Euskadi)
.bzh (Breizh)
.agency
.wiki
.foundation
.tips
.today
.bayern (Bavaria)
.hamburg (Hamburg)
.nyc (New York)
.digital
.farm
.domains
.london (Londrez)
.marketing
.beer
.guru
 
 
Dielfennañ an holl lec’hiennoù gant an dorn eo an teknik, ha reiñ notennoù eus 1 da 100 dezho. Evel-se e c’haller skarzhañ liammoù arvarus hag a c’hallfe chom hep bezañ gwelet gant un dielfennadur emgefre, hag e-se reiñ disoc’hoù faos.
An div lec’hienn gant .BZH lakaet war wel gant ar studiadenn-se eo hini Kuzul-rannvro Breizh : www.bretagne.bzh, ha hini 1añ kannadour ar .BZH, Yann Tiersen : www.yanntiersen.bzh 
 
Kadarnaat a ra ar studiadenn-se ar pezh a oa bet gallet dielfennañ dija : un astenn a-feson eo ar .BZH, ha gallout a ra oberourien ar rannvro hag ar wiaderien kaout fiziañs ennañ pa glaskont titouroù a-zalc’h ouzh Breizh hag ouzh an holl obererezhioù a zo stag outi.. 
Evit lenn penn-da-benn disoc’hoù ar studiadenn-se, klikit war al liamm-mañ : https://globerunner.com/top-20-best-new-gtlds-based-on-quality/ (e saozneg).
Ouzhpenn ar studiadenn-se, Globe Runner a laka ivez ar .BZH e-mesk an 10 astenn internet lec’hel nevez gwellañ e-kichen ar .PARIS, .BERLIN, .NYC : https://globerunner.com/top-10-geographic-new-gtld-extensions/