Pleveleg zo ur gumun vihan war ar maez en Il-ha-Gwilen. E miz Kerzu e oa bet lakaet he lec’hienn internet nevez enlinenn gant an ti-kêr. Setu a oa un digarez evit cheñch ivez anv an domani. Pemp miz zo e teu ar gumun war wel gant "pleumeleuc.bzh". Patricia Cousin, maerez  Pleveleg, a gomz en-dro eus ar pezh en doa broudet anezhi, hag he skipailh, d’ober gant ar.BZH, hag ivez eus penaos e oa bet lakaet al lec’hienn war-sav. Pennad-kaoz.

.BZH : Hervezoc’h, perak e tle ur gumun a-ziwar ar maez bezañ enlinenn ?
Patricia Cousin :
Ret eo mont war-raok asambles gant an amzer. Un doare kehentiñ ne c’haller ket ober heptañ eo internet hiziv an deiz, evit ur gumun vihan zoken. En amen d’an holl ha marc’had-mat eo. Gant se ez eo aesoc’h krouiñ liammoù gant an annezidi.

.BZH : En ho lec’hienn web e pouezit war ar « selaou oberiat », ha prometiñ a ra an ti-kêr ober gantañ. Penaos e c’hallit bezañ sikouret d’ober an dra-se gant al lec’hienn internet-se ?
Patricia Cousin : Ul liamm etre an annezidi hag an ti-kêr eo al lec’hienn internet. Alies e klask tud kêr kaout respontoù diouzhtu p’o devez goulennoù pe pa ’n em gavont gant un diaester bennak. Gant internet e c’hallomp bezañ primoc’h ha respont buanoc’h da c’houlennoù an annezidi, a-benn daou pe dri deiz well-wazh. Dre se e c’hall ar re-se gounit amzer ivez, rak n’o devez ket ezhomm da vont d’an ti-kêr bep taol. Koulskoude e chom internet ur servij hag a gloka ar re all, ne glask ket kemer plas al liamm eeun gant an dud, ha gallout a ra an annezidi dont d’an ti-kêr bepred.

.BZH : Hervezoc’h, perak e tle ur gumun a-ziwar ar maez bezañ enlinenn ?
Patricia Cousin :
Roet hor boa lañs d’hol lec’hienn internet nevez e miz Kerzu. E 2002 pe e 2003 e oa bet gaet an hini gozh, ha ret e oa cheñch. Setu ma oamp en em soñjet war choaz an anv domani. Graet hon eus gant ar .BZH rak gantañ e weler aesoc’h ez omp ur gumun eus Breizh, ez omp e-barzh ar vro-se. Un digarez e oa ivez evidomp d’ober gant doareoù kehentiñ muioc’h stag-ha-stag, gant chomlec’hioù postel hag a glot gant hini hol lec’hienn internet (da skouer : [email protected]).  

.BZH : Penaos e vo brudet al lec’hienn nevez ?
Patricia Cousin :
N’eus servij kehentiñ ebet du-mañ, setu ne oamp ket e sell d’ober gant ur steuñv kehentiñ ispisial evit kemenn ar cheñchamant-se. Evit poent hon eus adkempennet talbenn hol lizheroù hag e kasomp posteloù eus chomlec’hioù gant .bzh, tra ken. E sell emaomp da embann ur pennad er c’hannadig-kêr da zont, da lakaat skritelloù en ti-kêr ivez, marteze.

.BZH : Penaos e vez degemeret ho lec’hienn nevez ?
Patricia Cousin :
Evit poent n’eus bet lavaret netra dimp gant an annezidi. Un tammig abred eo, moarvat. En diavaez e vez degemeret kentoc’h mat al lec’hienn nevez gant .bzh. Kavout a ra d’hor c’hevelerien ez eo un dra dedennus, ha klask a reont gouzout ivez hag-eñ e vefe un dra vat evito ober gant ar .pzh evit o chomlec’hioù niverel. Ar gumuniezh-kumunioù, dreist-holl. Marteze e vo gwelet honnezh gant .bzh ivez a-benn nebeut…
Lennit ar pennad-kaoz gant Ludovic Jolivet, maer Kemper, amañ

À propos de Association www.bzh

L'association www.bzh est le registre gestionnaire de l'extension internet .bzh. Par délégation de l'ICANN, organisme régulateur d'Internet au niveau mondial, elle assure la gestion et la promotion de ce territoire numériqué dédié à la Bretagne, sa culture et ses langues.