Abaoe ar 4 a viz Kerzu 2014 ez eo digor d’an holl astenn internet Breizh, ar .BZH, hag ouzhpenn 4000 a anvioù domanioù a zo bet enrollet a-benn bremañ. Gant ar sifr-se e weler splann ez eo dedennet ar Vretoned hag oberourien ar rannvro gant ar benveg kehentiñ nevez-se, hag emeur en gortoz eus 10 000 a anvioù domanioù enrollet a-benn fin ar bloaz.
An enrolladurioù kentañ : peadra da reiñ kalon d’an nen
Bremañ ez eus ouzhpenn 4000 a anvioù domanioù enrollet gant an astenn .BZH. Degemeret eo bet buan gant un tamm mat a implijerien (embregerezhioù, kevredigezhioù, tud prevez, strollegezhioù). Sin vat eo evit ar bloavezh kentañ ma reer gant ar .BZH.

.BZH : un astenn internet diogel
Goude un dielfennadur kentañ eus an anvioù domanioù enrollet gant .BZH, e weler ez eo hennezh un takad envel diogel.
E gwirionez, abaoe ar penn kentañ, ez eus evit ar .BZH divizoù enrollañ ispisial a vir ouzh an dud da zrougimplijout pe da aloubiñ anezhañ. Rak ne c’hall ket un anv domani gant .BZH bezañ miret gant un aozadur pe un den prevez nemet hag ur chomlec’h en defe e Breizh PE e vefe e obererezh e-tailh da dalvoudekaat ar vro PE en defe ul lec’hienn internet gouestlet da sevenadur Breizh pe skrivet ar braz anezhi e brezhoneg pe e gallaoueg.
Gant an divizoù-se e c’haller gwareziñ interestoù ar wireien vreizhat ha mirout na vefe cybersquatting (un den hag a bren un anv domani stag ouzh unan all, evit noazout dezhañ pe tennañ ur gounid direizh anezhañ).

Hervez oberourien ar gennad, emañ ar .BZH e-mesk an astennoù lec’hel padusañ war hir dermen hag ar re zedennusañ evit an dud nevez deuet e marc’had an anvioù domanioù. Rak ur ster o deus an astennoù internet-se, kinnig a reont muioc’h a draoù war dachenn ar c’hehentiñ hag an envel (muioc’h a anvioù domanioù zo da gaout), ha aes int da anavezout gant an dud a glasker tizhout.

Anvioù domanioù ken-ha-ken e Breizh, pal pennañ ar .BZH
Gant an disoc’hoù kentañ e weler splann en deus kavet ar .BZH an dud a glaske tizhout da gentañ : ar Vretoned hag oberourien ar rannvro. Rak 84 % eus an enrolladurioù zo bet graet e pemp departamant Breizh istorel (Penn-ar-Bed : 30% – Il-ha-Gwilen : 24% – Mor-Bihan : 15% – Aodoù-an-Arvor : 10% – Liger-Atlantel : 5%).
An diaspora breizhat e korn-bro Pariz a gloka ar renabl-se, ha gantañ e tizher tost da 92 % (8 % eus an enrolladurioù zo bet graet gant tud hag a zo o chom en Enez-Frañs).
6,5 % eus an enrolladurioù zo bet graet e rannvroioù all Frañs, hag 1,5 % en estrenvro.

Plijout a ra ar .BZH d’an dud a vicher  
E-touez ar 4000 a anvioù domanioù gant .BZH a zo bet enrollet, e kaver 70 % a embregerezhioù pe kevredigezhioù ha 10 % a strollegezhioù. Kreskiñ a ra niver an dud prevez, hag evit c’hoazh ez eont d’ober 20 % eus ar re o deus un anv domani gant .BZH. E-mesk abegoù all, e c’haller displegañ kement-se gant ar prantadoù enrollañ priorel a oa bet evit an tudelezhioù abaoe miz Gwengolo, hag o doa roet lañs d’ar re-se e-skoaz ar re all.

Ar .BZH en arbenn da oberourien Breizh
Ur gevredigezh ha ne glask ket ober gounidoù eo www.bzh. Merañ a ra marilh ar .BZH, ha kenderc’hel a ra da gelaouiñ an dud e Breizh diwar-benn al lañs a zo gant an astennoù internet nevez, dre gas kendivizoù digoust en-dro, da skouer. Rak dav eo derc’hel soñj ez eus tost da 1200 astenn nevez hag a zo krog da vleuniañ war ar gwiad, ouzhpenn ar .bzh.
Setu ez eo pouezus evit ar gevredigezh-se, a glask kas implij ar binvioù niverel war-raok, degas d’ar Vretoned ha da holl oberourien ar vro titouroù klok diwar-benn ar reveulzi-se eus ar web, d’an darn vrasañ anezho da c’hallout ober o mad anezhi, ha da Vreizh da virout e-pad pell c’hoazh brud un « douar TKK » (teknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ).

Emgavioù da zont gant .BZH :
– D’ar Meurzh 31 a viz Meurzh : Saloñs Planedenn e-kenwerzh, VIPE, Gwened (56)  – Kaset e vo ur c’hendiviz en-dro da 11e55
– D’ar Merc’her 29 a viz Ebrel e Ti numerik, 9, plasenn ar Jeneral de Gaulle e Rostrenenn (22) :
Kendiviz da 6e30 gm :  ” Ar .bzh hag an astennoù internet nevez : doareoù nevez da gehentiñ”
– D’ar Merc’her 20 a viz Mae en Edern (29) – Saloñs Océade Breizh evit ar strollegezhioù eus 9e30 da 5e30 –
Kendiviz da 3e10 : “Ar .bzh evit ar strollegezhioù”