Pennad-kaoz gant Nadine Via, Mererez ar c’hevredad Opalink.

.BZH : Gallout a rit lavaret dimp petra eo Opalink e berr gomzoù ?
Opalink :
Ur c’hevredad krouet e fin 2014 eo Opalink, ha diazezet eo en Oriant.
Kinnig a ra Opalink d’an embregerezhioù doareoù da verañ ar paeoù, an ijinouriezh sokial, ar stummañ hag an dizanvezelaat. Unan eus iskevredadoù ar strollad INMARES eo, evel ar c’hevredadoù Inter Pôle, Espace cadres ha Le Bureau de la com’. Tri den zo o labourat ennañ en deiz hiziv hag emeur o tuta unan all.

.BZH : War peseurt tachenn emaoc’h o labourat ?

Opalink : Ur c’hevredad yaouank-flamm eo Opalink. Evit c’hoazh e labouromp dreist-holl e pemp departamant Breizh istorel, abalamour d’ar brud a vez roet dimp gant ajañsoù Inter Pôle, met krog omp da ziorren hon obererezh e Frañs a-bezh, ha fellout a ra dimp mont pelloc’h gant an hent-se.

.BZH : Perak ho peus choazet ober gant ar .BZH ?  
Opalink :
Evidomp-ni e oa ar .bzh un dra anat. Gantañ e c’hallomp diskouez pegen tomm omp ouzh hor bro, al lec’h m’emaomp. Gallout a ra ivez diskouez ar pezh a gont evit Breizh, an implij e Breizh, an neveziñ ha bezañ digor d’an traoù diavaez. Dic’hortoz e c’hall bezañ evit lod, met evidomp-ni ez eo sklaer evel lagad an naer. Gant ar .BZH e tiskouezer ur skeudenn eus Breizh digor war ar bed.
Gant an astenn internet-se e c’hallomp ivez lavaret pelec’h emaomp, ken d’an dud eus ar rannvro, ken d’an dud a zo o chom pelloc’h.  
N’eo ket brezhonek anv hor c’hevredad ha ne werzhomp ket produioù breizhat, met fellout a ra dimp embann pelec’h emaomp ha pegen tomm omp ouzh ar vro. Ar benveg hor boa ezhomm eo ar .bzh.
Miret hon eus ivez hon anv domani gant .fr, met adkas a ra war-du hol lec’hienn gant .bzh. Evit an dud a skrivfe « .fr » e-lec’h « .bzh » eo, tra ken. Hon holl deulioù, hor plaketennoù, hor chomlec’hioù postel, hag all hag all… zo gant .bzh.

.BZH : Petra zo bet soñjet eus choaz ar .bzh gant ho kenlabourerien diabarzh ha diavaez ?
Opalink :
N’eus ket bet lavaret nemeur a dra dimp gant hor c’henlabourerien diavaez. Un dra boellek eo evito, war a seblant. En diabarzh, laouen eo an holl dud, ha lorc’h enno pa reont gant .bzh. Klotañ a ra brav gant talvoudoù an embregerezh.
 
http://www.opalink-gestionsociale.bzh/

À propos de Association www.bzh

L'association www.bzh est le registre gestionnaire de l'extension internet .bzh. Par délégation de l'ICANN, organisme régulateur d'Internet au niveau mondial, elle assure la gestion et la promotion de ce territoire numériqué dédié à la Bretagne, sa culture et ses langues.