An astennoù nevez stag ouzh lec’hioù a vez kemeret e kont tamm-ha-tamm gant ar c’hefluskerioù enklask, hag un dra war-vat eo evit an daveiñ.
Graet ez eus bet meur a studiadenn war an astennoù internet nevez-se. Diwar-benn ar .berlin e oa an hini ziwezhañ a oa bet lañset e miz Meurzh 2014. Diskouez a ra e oa bet roet un « taol skoaz » d’al lec’hiennoù a implij anezhañ, pa vez anv eus enklaskoù a-zalc’h ouzh Berlin pe graet e korn-bro Berlin.

Penaos ez a en-dro, evit gwir ?
Google, a dremen drezañ 90 % eus an enklaskoù war internet, hag ar c’hefluskerioù enklask all, o deus komprenet ervat e klot al lec’hiennoù gant .berlin gant oberourien hag a zo e korn-bro Berlin, hag e-se e c’halle al lec’hiennoù-se dereout gwelloc’h ouzh ar wiaderien a implij gerioù-alc’hwez hag a ra dave da Verlin. Implijout a ra Google ur reizhiad douarlec’hiañ ivez, ha gant-se e c’hall kinnig d’ar wiaderien lec’hiennoù an oberourien tostañ dezho. Dre-se c’hoazh, ez eus lañs gant al lec’hiennoù gant .berlin a-fet an daveiñ e-keñver lec’hiennoù all hag a zo kenkoulz ar pezh a ginnigont, met a implij ar .de, astenn broadel Alamagn, pe astennoù all evel .com, .org, hag all hag all…
Ur studiadenn all, graet gant Google asambles gant Ipsos MediaCT and Purchased, a ziskouez ez a pevar gwiader diwar bemp da sellet ingal lec’hiennoù internet ar stalioù a zo tost dezho, gant kement benveg zo (urzhiataer, tablezenn, poellgomzer). Gant-se ez eo emsavoc’h c’hoazh sevel lec’hiennoù gant an astennoù lec’hel nevez.
Evel ar .berlin, reoliet eo an astenn .BZH evit ma vo poellek an enrolladurioù lec’hiennoù gant .bzh, a rank bezañ liammet ouzh Breizh. Setu ma ro d’ar c’hefluskerioù enklask ar memes gwarantoù, evit ar goulennoù a-zalc’h ouzh Breizh pe graet e Breizh, hag ar re a vez roet gant ar .berlin evit ar goulennoù a-zalc’h ouzh Berlin pe graet e korn-bro Berlin. Pa vo a-walc’h a bajennoù .BZH daveet, e vo an astenn un dra war-vat a-fet an daveiñ evit al lec’hiennoù a implij anezhañ.

Petra a c’hoarvez ma tivizit ober gant .BZH evit ho lec’hienn ?
Ma tivizit ober gant .BZH evit ho lec’hienn e-lec’h an astenn kozh, da lavaret eo lakaat .BZH ouzh kement pajenn zo en ho lec’hienn, an daveoù evit an anv domani kozh gant .fr pe gant .com a vo lakaet ent emgefre war hoc’h anv domani nevez.
Da skouer, brasañ c’hoariva Europa, ar Friedrichstadtpalast e Berlin, zo tremenet eus www.palast-berlin.eu da www.palast.berlin, chomlec’hioù postel an holl implijidi hag all. Lakaet eo bet an anv domani nevez er memes renk hag an hini kozh, buan a-walc’h goude ar cheñchamant. Er memes doare, an oberataer a ver ar .BERLIN en doa cheñchet div wech anv e lec’hienn bennañ, hep tamm koll ebet enlinenn, hag en ur ober e vad eus un anv lec’hienn dedennusoc’h, pa oa tremenet eus dotberlin.de da nic.berlin ha neuze da dot.berlin. Chomet e oa heñvel krommenn an daveiñ bep gwech.
E Breizh, oberourien evel ar Rannvro pe Kêr Gemper, a zo un tamm mat a bajennoù en o lec’hiennoù hag a zo liammet ouzh chomlec’hioù postel a-leizh, o deus graet gant ar .BZH hep diaester ebet a-fet daveiñ o lec’hienn.
Un dra war-vat eo an astennoù lec’hel evit ar goulennoù lec’hel, met ouzhpenn-se ne viront ket, e feson ebet, al lec’hiennoù-se da vezañ gwelet er vro a-bezh pe en estrenvro zoken.
Miret ez eus bet ouzhpenn 4 500 a anvioù domanioù gant .BZH dija. Bemdez e teu lec’hiennoù nevez war wel war ar gwiad gant an astenn breizhek. Na c’hortozit ket pelloc’h, ha grit ho mad eus ar benveg-se evit bezañ gwelet gwelloc’h enlinenn ha sikour hoc’h arvalien da gavout ac’hanoc’h aesoc’h.