Sibersurentez – Secure.bzh

Evezhiek eo ar gevredigezh .bzh ouzh an dalc'hoù sibersurentez ha kinnig a ra evit mann, d'an holl biaouerien un anv domani e .bzh, ur stignad kemenn e servij o brud hag o surentez elektronek. Anvet eo Secure.bzh. Arsellet a ra ar gwiad bemdez ha disklêriañ a ra da biaouer un anv domani, d'ar gevredigezh .bzh ha d'ar burev marilhañ an drougimplijoù diskoachet gantañ. Gweredekaet emgefreek e vo hoc'h enskrivadur e BZH Secure pa vo marilhet hoc'h anv domani e .bzh evit gwarantiñ ho sibersurentez.

bzh secure cybersecurite

Ober a ra ar servij Secure.bzh gant teir savenn arbennikaet evit dinoiñ an drougimplijoù ha gwarantiñ sibersurentez an anvioù e .bzh : Spamhaus, SUBRL ha Google safe browsing. Bemdez e laka keñver-ha-keñver an anvioù domani e .bzh savet gant an tri diaz disklêriañ drougimplijoù-se. Emgefreek ha diouzhtu e kas ur c'hemenn da biaouerien un anv domani en ur resisaat an doare drougimplij diskoachet hag anv ar savenn he deus anavezet an drougimplij-se.

Meur a seurt drougimplij a vez diskoachet gant Secure.bzh :

Ar pesketa (pe phishing, pe filouterezh)

Dre an teknik-mañ e c'hell tud drouk en em lakaat da gevredadoù bras pe da aozadurioù arc'hant anavezet o kas posteloù flodus evit klask laerezh identelezhioù, dastum gerioù-tremen pe niverennoù kartennoù-kred ha distreiñ arc'hant neuze. Ar c'hemennadoù kaset, hogos heñvel ouzh ar re a zeu eus melestradurezhioù pe embregerezhioù, a ro fiziañs d'an implijerien internet hag o broudañ a reont da glikañ war ul liamm hag a gas etrezek ul lec'hienn a glot ouzh al lec'hienn orin bet sunet hag eiladet gant ar floderien peurvuiañ.

Ar skouerioù anavezetañ eo re adstummoù chomlec'hioù web bankoù zo. Alies-mat ivez e vez marilhet gant ar floderien anvioù domani enno anvioù merk evit gwerzhañ produioù dambrezet.

Ar pharming (pe ampoezoniñ an DNS)

Savet eo bet an termen pharming diwar ar gerioù saoznek « phishing » ha « farming » (korvoiñ). Klasket e vez tizhout meur a implijer war un dro. Ar gourdrouz stlenneg-se, a reer ampoezoniñ DNS (DNS poisoning) anezhañ ivez, a vez adheñchet an implijerien gantañ war-du ul lec'hienn web faos hep gouzout dare dezho.

Kemmañ ar chomlec'hioù IP (192.168.1.1) e chomlec'hioù http (www.ma_banque.fr) a c'hell bezañ graet dre ar servijerioù DNS. Ar c'hemmañ-se a vez taget gant ar pharming e daou zoare, pe dre staliañ ur virus pe un trojan hag a gemm restr “hosts” an urzhiataer, pe dre ampoezoniñ war-eeun ar servijer DNS. Talvezout a ra al lec'hiennoù web faos da staliañ virusoù ha trojanoù war urzhiataerioù an implijerien neuze pe implijet e vezont evit dastum titouroù personel hag arc'hant gant ar pal treuzpiaouañ an identelezh.

Ar meziant drouk (pe malware pe unwanted software)

Malware a zo un termen saoznek hag a dalvez kement ha meziant noazus, drouk. Diorroet e vez ar programmoù-se gant ar pal kontammiñ ur reizhiad stlennegel ha noazout dezhi. Ober

a reont oberiadennoù dre-guzh ouzh an implijerien ha lakaat a reont en arvar ar reizhiadoù stlennegel.

Meziantoù drouk zo, a vez graet Unwanted softwares anezho ivez gant ar savenn Google Safe Browsing, n'int ket ken tagus, evel barrennoù ostilhoù zo hag a zielfenn ar merdeiñ evit kinnig liammoù war-du lec'hiennoù hag a c'hellfe dedennañ an implijerien. Un nebeud skouerioù a veziantoù drouk :

-virusoù, trojanoù, preñved (worms), drekdor...hag a dizh ar reizhiad war-eeun.

-meziantoù spier (pe spywares) hag a zastum roadennoù prevez,

-meziantoù bruderezh (pe adwares) hag a zigor dibred-kaer prenestroù bruderezh a vez gorrekaet kalz ar merdeiñ ganto,

-spieroù klavier (pe keyloggers) hag a enroll ar skriverezañ evit tapout gerioù-tremen.

Ar botnet

Ar ger botnet eo ar berradur saoznek eus ar gerioù « robot » ha « rouedad » (network). Ur rouedad urzhiataerioù kontammet gant un trojan, ur preñv pe ur virus eo. Anavezet eo an urzhiataerioù-se dre an anv ardivinkoù zombi rak mestroniet e vezont dre-guzh ouzh o implijerien gant ur sibertorfeder evit noazout dezho. Urzhiataerioù implijerien a c'hellont bezañ, pe servijerioù embregerezhioù.

E darempred e vez an ardivinkoù-se an eil re gant ar re all ha gellout a reont kas un c'hementad bras a rekedoù war-du reizhiad stlennegel ar reuzied gant ar pal he mestroniañ pe lakaat ur servij da vezañ e-maez implij. Anavezet eo an dagadenn diwezhañ-mañ dindan an anv tagadenn dinac'h servij.

Gellout a ra ar botnet bezañ implijet evit kas a-yoc'h posteloù n'int ket goulennet (spam) Hiziv an deiz e teufe ul lodenn eus ar spamoù er bed eus urzhiataerioù tiegezh arvaret (zombiekaet) neuze.

Ar posteloù strobus (pe spamoù)

Kement post elektronek n'eo ket bet goulennet gant ar resever zo ur postel strobus (pe spam). Alies e vez kaset an doare postel-se war un dro d'un niver divent a chomlec'hioù elektronek. Ar produioù brudetañ eo ar servijoù pornografek, ar brokañ er yalc'h, al louzoù, ar c'hredadoù arc'hant, ha kement zo.

Al listennoù du (pe abuse butler, blacklists)

Int a zo listennoù a-ziforc'h kenstrollet gant SURBL hag a niver an tizhoù graet d'ar sibersurentez.