📧🔒 Evit gwareziñ ar postelerezhioù diouzh an treuzpiaouañ identelezh hag ar floderezh e vez astennet reoladoù dilesa ar posteloù gant ar bourvezerien boestoù-posteloù. Ar servijoù postelerezh (Gmail, Yahoo, Hotmail,…) o deus kreñvaet nevez zo o rediennoù er c’heñver-se neuze. Padal, ar rediennoù surentez-se, mat d’an ekoreizhad niverel, a c’hell lakaat en arvar degemer ar posteloù a gasit.

Evit gwir e ranker, evit kas posteloù da voestoù evel Gmail pe Hotmail, doujañ d’ar reoladoù SPF, DKIM ha DMARC. Mirout a ra an teir hentenn-se ouzh ar stroberien hag ar besketaerien a gas posteloù e anv un domani n’int ket perc’henn warnañ. E talvoud emañ ar reolennoù-se evit an holl anvioù domani ha pa vefent e .com, .fr pe e .bzh.

Daveennoù teknikel :

🔎 Ar reoladoù SPF, DKIM ha DMARC

Perc’henned pe implijerien anvioù domani ha n’o deus ket kefluniet mat SPF, DKIM ha DMARC a c’hell stadañ e vez lakaet en dispell evel stroboù o fosteloù kaset, pe ne vezont ket deroet d’o reseverien. E taras e vezont ivez e vefe treuzpiaouet o identelezh gant stroberien.

Penaos e ya en-dro an hentennoù dilesa-se ?

  • SPF (Sender Policy Framework) : SPF zo ur gwikefre dilesa a c’heller gantañ gwiriañ hag aotreet eo ur servijer postelerezh da gas posteloù e anv un domani dibar. Gellout a rit lakaat war-sav ur politikerezh SPF o kefluniañ war-eeun ho takad DNS pe o weredekaat an arc’hweladurioù kinniget gant ho pourvezer anv domani (sellet ouzh ar roll amañ dindan).
  • DKIM (DomainKeys Identified Mail) : DKIM zo ur gwikefre dilesa all a c’heller gantañ sinañ ent-niverel ar posteloù kas. Gellout a ra ar resever gwiriañ ar sinadur-se evit bezañ sur e teu da vat ar postel eus an domani merket.
  • DMARC (Domain-based Message Authentication, Reporting, and Conformance) : DMARC zo ur politikerezh surentez hag a genstroll SPF ha DKIM. Gantañ e c’heller spisaat an doare ma tleer tretiñ ar posteloù n’int ket diouzh ar reoladoù (distaolet, lakaet en dispell pe degemeret).

degemer surentez postel spf dkim dmarc

Ha doujañ a ra ho tomani d’ar reoladoù SPF, DKIM ha DMARC ?

Evit gouzout ha kefluniet mat eo hoc’h anv domani e c’hellit implijout binvioù enlinenn evel Mail-Tester pe ar porched Internet.nl.

Hervez ar studiadennoù kaset gant an Afnic ha gant hor c’hevredigezh e vez doujet d’ar reolad SPF gant 58 % eus an anvioù domani e .fr ha 70 % eus an anvioù e .bzh o deus gweredekaet boestoù-posteloù. Chom a ra un tamm hent d’ober met an dalc’hoù a dalvez ar boan : boazietoc’h-boazietañ eo an treuzpiaouañ identelezh, ar pesketa pe c’hoazh ar rañsonañ. Unan eus ar skoroù implijetañ evit an doare siberargad-se eo ar postel. Rankout a raio ho framm talañ ouzh seurt tagadenn abred pe diwezhat. Ret eo deoc’h plediñ gant lakaat war-sav ar reoladoù SPF, DKIM ha DMARC neuze, evit gwellaat ho surentez ha degemer ho kemennadoù.

🙋‍♀️ Splet digen d’ar .bzh, en en em vataat a ra, emgefreek hag evit mann, an anvioù domani e .bzh eus ar stignad BZH Secure a gemenn deoc’h hag implijet eo bet hoc’h anv domani evit taolioù strobañ pe pesketa.

 

🔒 Gwellaet e vez degemer ha surentez ho posteloù

Dre zoujañ d’ar reoladoù SPF, DKIM ha DMARC e wellait degemer ha surentez ar posteloù en doare-mañ neuze :

  • Dizarbenn ouzh an treuzpiaouañ identelezh : Mirout a ra SPF, DKIM ha DMARC ouzh an argaderien a gas posteloù flodus o tremen anezho deoc’h.
  • Gwareziñ diouzh dasparzh an drougiantoù : ar posteloù dilesaet ne c’hellfe ket bezañ meziantoù drouk enno.
  • Gwellaat an dereiñ posteloù : muioc’h a fiziañs o dez ar siloù enepstrob er posteloù diouzh ar reoladoù SPF, DKIM ha DMARC ha gwarantiñ a reont e vo degemeret mat ho kemennadoù gant o reseverien.
  • Gwareziñ diouzh an dasparzh stroboù : gellout a ra ar posteloù n’int ket diouzh ar reoladoù bezañ distaolet pe lakaet en dispell.
  • Derc’hel da vrud hoc’h aozadur hag ho tomani : gant ur c’hefluniadur a-zoare e vez kreñvaet fiziañs ar bourvezerien bostelerezh en ho tomani.

 

💡 Penaos lakaat war-sav dilesadur ho posteloù ?

Ar burevioù marilhañ ho peus marilhet hoc’h anvioù domani diganto a ginnig tutorialoù evit kefluniañ gant an dorn DNS ho tomani pe dre o etrefas. Gant un toullad mat anezho e vo gweredekaet emgefreek ar reoladoù-se ma rit gant o servijoù postelerezh.

Kavout a reoc’h amañ dindan al liamm war-du tutorialoù hor pennañ burevioù marilhañ keveler.

 

Burev marilhañ Tutorial SPF Tutoriel DKIM Tutoriel DMARC
OVH SPF DKIM DMARC
Gandi SPF DKIM DMARC
Ionos SPF DKIM DMARC
Namebay SPF DMARC
BookmyName SPF
Planethoster SPF DKIM DMARC
One.com SPF DKIM DMARC
Hosteur SPF DKIM DMARC
LWS SPF DKIM DMARC

 

Gellout a rit ivez mont da gaout hon ajañsoù web keveler evit bezañ ambrouget en difrae-se.