“Naturel eo ar .bzh.” Maxime Chéneau, Vignobles Chéneau
E Maodilon, e Liger-Atlantel, emañ ar Gwiniegi Chéneau. Aozañ a reont o skalfad gwinoù gwenn, roz, ruz ha bouilh. Embann a ra an domani-mañ a-bouez penn ez eus 5 departamant da Vreizh. Ken aes ha tra e vez an domani gwinierezh o kehentiñ gant lorc’h e .bzh neuze !
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
Maxime Chéneau eo ma anv, 34 bloaz on. Gwiniegour on abaoe 2010, kevredet gant ma zad Christophe. Gwiniegourien omp a dad da vab abaoe 1768. An 9vet remziad on. Hiziv an deiz hon eus 48 hektar dindan wini ha produiñ a reomp Muskadig dreist-holl. Kinnig a reomp ivez ur skalfad a-bezh a winoù ungouennad : chardonnay, sauvignon, pinot gris ha merlot. Ur skalfad ledan a winoù a zasparzhomp e pep lec’h e Breizh hag un darnig a ezporzhiomp memes : en Alamagn, en Afrika hag er Stadoù-Unanet.
Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?
Breizhat eo hon identelezh evit ar wech. A-viskoazh omp bet staliet e Breizh. Hor c’hoshañ teul prenañ gwini, a sav da 1768, a zo warnañ siell Stadoù Breizh. E Breizh emaomp da vat ha kenderc’hel a reomp da embann kement-se war hor boutailhadoù ha dre hor benvegoù kehentiñ. Naturel eo ar .bzh.
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?
Gwerzhañ a reomp 95% eus hor gwinoù e Breizh, war ar 5 departamant. Ur c’hraf a bouez eus hor c’hehentiñ eo ar .bzh neuze. Pa roan ma chomlec’h postel d’un den a labouran gantañ ez eus lorc’h ennon o lavarout .bzh. Dre ar .bzh e vez kelaouet an dud diwar-benn hon identelezh hag hon arc’hadurioù.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Ul lec’hienn internet rakstal ha gwerzh enlinenn eo. Abaoe 4 bloaz e werzhan enlinenn, hag aet eo war vuanaat gant ar c’hovid. Gant ar stank m’eo ar bourchaserien e c’hellomp merañ al lec’haveiñ eus ar gwellañ. Aes eo.