Diskouez a ra ar .bzh hon engouestl hag hor gwriziennañ ouzh hon tiriad. Un elfenn diforc’hiñ eo. Lod eus hor merk eo ar .bzh ! Séverine Martinez, An Ti-gwer
An Ti-gwer, trede-lec’h & rouedad embregerien.
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
Séverine Martinez on, kenurzhierez ha buhezourez un trede-lec’h a zo La Serre e anv, e Plougastell. Digoret e oa bet e miz Gwengolo 2019. Hiziv ez eus 25 kenlabourer. Embregerien dizalc’h evit ar braz anezho, met ivez un nebeud gopridi distag ha pellabourerien, ha muioc’h c’hoazh abaoe deroù an enkadenn yec’hedel.
En em ziskouez a reomp evel un trede-lec’h ma vez aesaet ha harpet ennañ an treuzfurmadurioù hag ar c’hemmoù labour. Ambrouget e vez an embregerien en-dro d’an nevezadur ha d’ar c’hengred.
Un dibarder a zo en hon trede-lec’h : liesgennad eo. Un dek obererezh bennak a zo amañ. Micherioù ar skeudenniñ hag ar c’hehentiñ peurvuiañ. Ur videour a zo, ul luc’hskeudenner, daou zizagner grafour, un diorroerez hag un diorroer web. Me a ambroug an embregerezhioù war dachenn ar marketing hag ar c’hehentiñ. Ul livourez a zo ivez, ur sofrologourez, un dorloerez shiatsu, un embregourez war an teoghun, un dizagner war ar gwir. Obererezhioù a bep seurt a zo, ar pezh a ra pinvidigezh al lec’h. Prenañ a reomp skiant an eil re digant ar re all.
Frammet omp e stumm ur gevredigezh gant ur gouarnerezh rannet-kaer. Skoazellet-brav omp gant kumun Plougastell a zo perc’henn war hor salioù.
Ur raktres diorren brav a zo ganeomp war doare 2 an Ti-gwer. Un doare un tammig brasoc’h evit degemer muioc’h a genlabourerien. O labourat emaomp war an danvez gant ar gumun evit bremañ. Fellout a ra deomp chom e kreiz ar vourc’h. Krediñ start a reomp emaomp e-touez an obererien a ro startijenn da greiz ar c’humunioù. Bevezerien er vourc’h omp.
Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?
Farsus eo rak tabut a zo bet er penn-kentañ tout. Mennet-start omp da ziskouez hor gwriziennañ ouzh an tiriad. An Ti-gwer eo hon anv, ar pezh a zegas soñj da vat eus al labour-douar. Ne blantomp ket sivi met lakaat a reomp embregerien da greskiñ, rannañ a reomp an hadoù hag ar gounidoù, hep temz kevanaoz ebet. C’hoant hon doa skeiñ an taol neuze, ha diskouez e oamp engouestlet war hon tiriad. Fellout a rae deomp reiñ ul liv.
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?
Deomp-ni eo ar .BZH evel Gwenn-ha-du an astenn. Erminig an astenn eo. Lorc’h a zo ennomp pa sinomp laserre.bzh.
Un ton dibar ha diseurt eo e dremmvro hon takadoù broadel.
Diskouez a ra ar .bzh hon engouestl hag hor gwriziennañ ouzh hon tiriad. Un elfenn diforc’hiñ eo. Lod eus hor merk eo ar .bzh !
Hag evit ma obererezh em eus ur pik BZH ivez. Ezhomm bras am boa eus ar roud lec’hel-se. Ur sinadur elektronek eus ma ferzhourelezh vreizhat eo.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Diskouez a reomp ez eus ac’hanomp, lakaat a reomp en a-raok donezonoù ha barregezhioù an dud a labour amañ. An annezidi eo a zo lakaet en a-raok. Ul lodenn blog a zo ivez, gant pennadoù-skrid ma vez rannet gant an embregerien o skiant-prenet hag o raktresoù a-stroll en Ti-gwer. Kehentiñ a reomp ivez war ar fed da sevel un trede-lec’h er c’hêrioù pe en drogêrioù. Skrivañ a reer ar pennadoù a-gevret gant ar genlabourerien. Meur a bluenn a zo.