“Reiñ a ra an astenn .bzh ur gwir vent tiriadel d’hon daou embregerezh.”

 Christophe Faligon

Capouest.bzh ima.bzh

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Ren a ran daou framm kenglotus : Ima.bzh, un ti-moullañ staliet e Konk-Kerne, ha Cap Ouest, un ajañs kehentiñ diazezet e Tregon. E ti Ima.bzh e kinnigomp labourioù moullañ, panellerezh, fardañ asagnoù, koulz ha traezoù ha dilhad personelaet.

Arbennikaet eo Cap Ouest war ar gwerzhañ dafar ha skoroù kehentiñ evit an darvoudoù e Frañs, war dachenn ar sport, ar sevenadur hag an diduamantoù.

Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?

Pa ‘m boa prenet Imprimerie Atlantique e 2024 e oa e lec’hienn e .fr. Met fellet e oa din reiñ dezhañ ur ster lec’heloc’h, kreñvoc’h.

Dibab ar .bzh zo deuet da vezañ ret : diskouez a ra Ima.bzh ervat gwriziennañ an embregerezh e Konk-Kerne, e-kreiz Breizh.

Evit a sell ouzh Cap Ouest, a zo gwall stank e anv er par broadel, e c’hellomp en em ziforc’hiñ diouzhtu dre an astenn .bzh ha lec’hiañ sklaer e pelec’h emaomp.

Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .bzh ?

Reiñ a ra an astenn .bzh ur gwir vent tiriadel d’hon daou embregerezh. Diwar e lenn e komprener en un taol lagad emaomp e Breizh. Un doare eeun met efedus eo da dalvoudekaat hon identelezh.

Degas a ra ivez sklaerded ha dibarded en hor skoroù kehentiñ.

Hag er pleustr ez eo ur gwir atoud evit hor chomlec’hioù postel : christophe@ima.bzh, achat@ima.bzh, pao@ima.bzh… berr eo, efedus, micherel, mann da welet gant ar chomlec’hioù hir @imprimerie-atlantique.fr, a zo fazius.

Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

Evit Ima.bzh e ra al lec’hienn evit rakstal : kinnig a ra hor servijoù, hor produioù, hor raktresoù hag hor c’heleier. Hollret eo hiziv.

Cap-ouest.bzh eo hol lec’hienn ensavadurel met ober a reomp ivez gant savennoù kenwerzh enlinenn all evit hon obererezhioù er par broadel.

Kement-se lavaret ez eo anat ober gant ar .bzh evit reiñ korf da identelezh an embregerezh : amañ emaomp e Breizh hag en embann a reomp.