Divizoù marilhañ

Graet eo ar .bzh evit an holl Vretonezed ha Bretoned hag evit an holl dud sot gant Breizh hag a fell dezho diskouez ho karantez a-berzh-kaer ouzh ar rannvro dre implijout un astenn .bzh evit o lec’hienn internet pe o chomlec’h postel.
Gellout a ra an embregerezhioù, ar strollegezhioù, ar c’hevredigezhioù hag an dud prevez prenañ o anv domani gant an astenn .bzh neuze, evit krouiñ ul lec’hienn web pe chomlec’hioù postel personelaet.

Piv a c’hell marilhañ ur .bzh ?

Evit marilhañ ha kenderc’hel un anv domani e .bzh e rankit pe :

– Kaout ur chomlec’h-post e Breizh (Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen, Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan, Liger-Atlantel),

PE

– Kaout ul lec’hienn web enni ul lodenn heverk ha dibar gouestlet da Vreizh pe d’he sevenadur,

PE

– Kaout ul lec’hienn web skridaozet e brezhoneg pe e gallaoueg evit ul lodenn heverk ha dibar anezhi.

Un embregerezh pe ur gevredigezh a zo dezhañ pe dezhi ur chomlec’h-post en unan eus pemp departamant Breizh (Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan, Liger-Atlantel, Aodoù-an-Arvor hag Il-ha-Gwilen) a c’hell marilhañ emgefre ur .bzh neuze.
Gellout a ra un den prevez, ur gevredigezh… ha n’emañ ket o chom e Breizh met a garfe diskouez a-bell e garantez/he c’harantez ouzh Breizh, ouzh he sevenadur pe ouzh he yezhoù, marilhañ ur .bzh ivez. An dud sot gant Breizh, ne vern pelec’h e vefent er bed, ne vern petra a vefe o broadelezh, a zo libr da grouiñ ul lec’hienn web e .bzh evit ober meneg eno da c’hlad Breizh, d’he maezioù, d’he yezhoù,…

Merket eo ar garantez goulennet dre ul lec’h diazezañ neuze (chomlec’h-post e Breizh) pe dre un daveenn dizanvezel (komz eus Breizh war ul lec’hienn web).

Evit marilhañ hoc’h anv e .bzh, sellit ouzh hon tutorial video enlinenn « Penaos marilhañ ur .bzh evit ho lec’hienn internet ?” .

Daoust hag-eñ e c'haller kaout hoc'h anv e.bzh?

Anvioù kumunioù

Kemer a ra ar gevredigezh www.bzh e karg gwareziñ anvioù kumunioù Breizh. N’eus nemet ar strollegezhioù a c’hell marilhañ o anvioù pe un tredeour hag en deus bet o asant krenn. Un tutorial a zo hegerz war hol lec’hienn evit an difrae-se. Emañ ar gwarez-se e talvoud evit stummoù gallek, brezhonek ha gallaouek an anvioù. Emañ ar gwarez-se e talvoud evit stummoù gallek, brezhonek ha gallaouek an anvioù.

Politikerezh hollek ar marilhañ

Termeniñ a ra ar politikerezh marilhañ an divizoù a ver marilhadur an anvioù domani e .bzh. Termeniñ a ra pergen ar reolennoù dilennañ, ar reolennoù marilhañ hag implijout un anv domani e .bzh.

Marilhañ ur .bzh a c’houlaka neuze e vefe doujet d’an divizoù dilennañ ha d’ar reolennoù lakaet war-sav da geñver hor steuñv lañsañ.

Fellout a ra deoc’h disklêriañ un drougimplij enep politikerezhioù ar Marilh pe enep an doujañs ouzh ar wireien pe ouzh piaouerien merkoù ? Mar plij, grit diouzh ar c’hemennoù hegerz amañ.