Petra a sinifi bzh ?

Berradur ar ger Breizh eo bzh. Alies e vez diskwelet an arouez “bzh” e penn a-dreñv kirri-tan an dud prevez, dezho d’ober ur serr-lagad ouzh Breizh, diwar skouer penn Morian Korsika hag aerouant Kembre.

Implijout a ra an embregerezhioù pe ar c’hevredigezhioù ar ger Breizh ivez, evit merkañ o liamm gant Breizh, evel Carabreizh, Terres de Breizh, Canal Breizh,… Muzuliañ a reer an implij-se dre renabliñ marilhadurioù ar merkoù pergen. Dre lakaat o foan er marilhadurioù-se e tiskouez ar frammoù pegen talvoudus eo evito o merkañ tiriadel. Renablet ez eus bet gant INPI 1344 anvadur

hag a ra gant an termen “breizh”, ur c’hementad tost ouzh hini an termen “bretagne” (2292 marilhadur).

bzh bretagne logo

Ar .bzh, pegsun niverel

Gant an astenn internet .bzh, gwir begsun niverel, e vez diskwelet hiviziken an arouez poblek 3 lizherenn anezhi war ar web e par ar bed. Dre berzh labour ar gevredigezh www.bzh e oa bet gweredekaet an astenn breizhat e 2014 e gwrizienn internet ar bed. Gantañ e c’hell kement embregerezh, strollegezh, kevredigezh pe den prevez diskwel e garantez ouzh Breizh en e gehentiñ niverel. En hevelep doare ez eus bet krouet war un dro astennoù tiriadel all e Frañs hag en Europa e stern ar programm sevel astennoù nevez bet lusket gant an ICANN, aozadur reoliñ internet e par ar bed : .paris, .corsica, .wales, .berlin, … .

Evel lavaret gant Loïck Roulaud, en deus labouret el labourva prederiañ Breizh diawel, diwar-benn implij ar gerioù Breizh ha Bretagne e anvadur an embregerezhioù, “e teu ar .bzh da glokaat ur c’hehentiñ hollekoc’h war ar vreizhadelezh, war ar gwriziennañ e Breizh. N’eo ket rouez gwelet embregerezhioù o deus un anv pe ur merk a zo “Breizh” ennañ, oc’h ouzhpennañ un anv domani outañ rak kavout a reont evel-se ur gempoellded bennak en o c’hemennadoù kehentiñ. Pep tra a ro ster rak mont a reer betek an anv domani evit diskouez emeur da vat en un ekonomiezh lec’hiet m’eo enframmet penn da benn an identelezh enni.”

Ur perzh bras zo gant an identelezh rannvroel a-fet beveziñ produioù eus ar vro, ar pezh zo gortozet gant an dud. Evel diskouezet gant ur studiadenn kaset gant IRI ez eo en tiriadoù kreñv o identelezh, evel Elzas, Breizh, Euskadi, ma vez prenet ar muiañ ar merkoù lec’hel. War un dro gant karantez ar vevezerien ouzh produioù ar vro e tispleger efedusted ar merkoù lec’hel dre o barregezh da gevreañ un ekoreizhiad ha da sevel benvegoù kreñv evel ar Merk Elzas pe ar rouedad Produet e Breizh. Netra souezhus o welet ez eus un astenn internet d’an 3 ziriad-mañ : .eus (Euskadi), .alsace ha .bzh.

Breizh, steredenn ar rouedadoù sokial

Breizh eo ar rannvro gentañ eus Frañs menegeret war Instagram, dre ar ger-klik #Bretagne. Pell a-raok ar rannvroioù all emañ breizh, dezhi un identelezh niverel kreñv met diglok. Rak diouer a ra dezhi un arouez diforc’h a vefe diouzh ar rouedadoù sokial, ha ma c’hellfed daveiñ aes da Vreizh ganti, e-lec’h an emojioù 🌊☀🦀 🍓.

Petra aesoc’h neuze eget ober gant ar Gwenn-ha-du evit ma c’hellfe daveiñ da Vreizh ar Vretoned hag an holl dud a vag karantez outi ? Sed aze talvoudegezh an enluskañ evit arc’houlzad #Emojibzh evit ma vefe roet hec’h emoji da Vreizh, evel Kembre 🏴󠁧󠁢󠁷󠁬󠁳󠁿 pe Gwadeloup 🇬🇵. Ar gevredigezh www.bzh , en orin krouidigezh ar .bzh dija, he deus roet lañs d’an taol-intrudu-se ivez, dalc’het gant he font debarzhadur Breizh niverel.

 

Région Nombre de hashtags Instagram
Bretagne 9357778
Normandie 5077169
Corse 5077169
Occitanie 3101917
Martinique 2769789
Guadeloupe 2746861
Hauts-de-France 1473566
Nouvelle-Aquitaine 1329177
Île-de-France 1222362
La Réunion 1026611
Auvergne-Rhône-Alpes 1002118
Provence-Alpes-Côte d’Azur 935687
Pays de la Loire 724363
Grand Est 709452
Guyane 658456
Centre-Val de Loire 282355
Bourgogne-Franche-Comté 231387

 

Mammenn : Instagram, miz Du 2023