Karout a rafec’h en em vataat eus ur servij ouzhpenn pe eus ur priz adkoumanantiñ izeloc’h ? Kinnig a reomp deoc’h un tutorial evit treuzkas ho .bzh ha cheñch pourchaser aes.

 

Dleout a rit da gentañ kaout kod aotren (AuthCode) an anv domani ma c’hellit gantañ kregiñ gant an treuzkas. Ret e vo deoc’h bezañ sur ivez n’eo ket bet stanket treuzkas hoc’h anv domani gant ho purev marilhañ a-vremañ, dre lakaat war-sav ur gwarez diouzh an treuzkas (clientTransferProhibited). Hegerz eo an titouroù-se en hoc’h egorenn arval. Mar bez un diaester bennak, kit e darempred gant ho purev marilhañ a-vremañ.

 

Treuzkas ho .bzh d’ho pourchaser nevez

Kit da c’houde war lec’hienn web ar burev marilhañ a fell deoc’h treuzkas hoc’h anv domani dezhañ. . Ma n’ho pez ket dibabet ur pourchaser dibar d’ar poent-se e c’helloc’h keñveriañ prizioù ha servijoù meur a vurev o sellet ouzh hor pajenn a-ratozh.

Ma ne welit rubrikenn dreuzkas ebet war lec’hienn ar burev marilhañ dibabet, an aesañ a vo klask marilhañ hoc’h anv domani a zo anezhañ. Da c’houde e tiskouezo al lec’hienn deoc’h eo deroet an anv domani c’hoazh met reiñ a raio deoc’h an tu da dreuzkas anezhañ.

Pa c’houlennoc’h an treuzkas e c’houlenno al lec’hienn diganeoc’h ar c’hod aotren pe AuthCode a rankoc’h resisaat neuze. War un dro e vo kaset ur c’hemennad da chomlec’h darempred melestradurel an anv domani evit goulenn ma vo kadarnaet treuzkas an anv domani. Ar chomlec’h-mañ eo an hini ho peus roet p’ho peus marilhet hoc’h anv domani. 5 devezh a zo deoc’h evit respont d’ar goulenn kadarnaat resevet war ho poest-posteloù. Ma ne respontit ket e koulz e vo dilezet an holl zifraeoù treuzkas. Treuzkaset e vo an anv domani etrezek ar burev marilhañ nevez pemp devezh d’an diwezhatañ goude bezañ kadarnaet an treuzkas.

Kenderc’hel a raio an anv domani da vont en-dro reizh e-pad ma vo lakaet an treuzkas war-sav. Ne vo efed ebet war mont en-dro reizh al lec’hienn web pe ar chomlec’h web.

 

Pad ar marilhadur nevez

Fakturennet e vo an treuzkas deoc’h met diwar se e vo kemmet deiziad termen hoc’h anv domani hag ouzhpennet ur bloaz dezhañ.

Gwelloc’h eo ober an treuzkas miz a-raok an deiziad termen da nebeutañ.

Diwall d’ho postelerezh : evit chom hep koll ho kemennadoù e rankit kenderc’hel da implijout servijer postelerezh ho herberc’hiañ kent (marilhadurioù MX ho takad DNS). Ma ne vez ket tu e vo ret deoc’h treuzkas ho postelerezh. Kinnig a reomp deoc’h ur mod implij war hol lec’hienn : https://www.pik.bzh/votre-adresse-email-en-bzh/ .

 

Ezreolennoù ouzh ar gwir treuzkas

Gellout a reer treuzkas un anv domani da n’eus forzh peseurt mare, nemet e pevar degouezh resis :

  1. Ret eo gortoz 60 devezh da nebeutañ goude bezañ marilhet an anv domani.
  2. Ha 60 devezh termen ivez goude treuzkas diwezhañ an anv domani.
  3. Ret eo gortoz 60 devezh da nebeutañ ivez goude bezañ kemmet roadennoù personel perc’henn an anv domani.
  4. Emañ an anv domani o vezañ nullet.

En tri degouezh kentañ eo ret gortoz 60 devezh. Er pevare degouezh eo ret deoc’h adtapout an anv domani o c’houlenn anezhañ digant ar burev marilhañ evit ma c’hellfec’h treuzkas anezhañ.

 

Quel est le coût d’un transfert ?

Nous vous proposons ci-dessous une liste indicative des coûts de transfert HT rendus publics par les bureaux d’enregistrement au 15 octobre 2023.

Bureau d’enregistrement Coût du transfert Prix année 2
Lien pour le transfert
101 Domain 69.89 € 84.06 € https://www.101domain.com/domain_transfer.htm
BookMyName 41.51 € 45.73 € https://fr.faqs.bookmyname.com/frfaqs/transfert
Domaine.fr 48.00 € 48.00 € https://www.domaine.fr/transfert-vers-domaine-fr?new_ui=1
EuroDNS 74.50 € 74.50 € https://www.eurodns.com/fr/transfert-nom-de-domaine
Gandi 44.00 € 59.99 € https://www.gandi.net/fr/domain#domain-transfer
Hosteur 44.00 € 44.00 € https://www.hosteur.com/domaines/transfert
Hover 74.99 € 70.84 € https://www.hover.com/transfer-in
INWX 68.53 € 68.53 € https://www.inwx.de/en/transfer
Ionos 35.00 € 70.00 € https://www.ionos.fr/domaine/transfert-de-domaine
LWS 39.99 € 54.99 € https://www.lws.fr/transfert-nom-de-domaine.php
Netim 37.178 € 42.00 € https://www.netim.com/fr/nom-domaine/transfert
One.com 80,99 € 80.99 € https://www.one.com/fr/domaines/transfert-de-domaine
OVH 48.99 € 49.99 € https://www.ovhcloud.com/fr/domains/domain-transfer/
PlanetHoster 49.99 € 49.99 € https://www.planethoster.com/fr/Noms-de-Domaine
United Domains 59.00 € 59.00 € https://www.uniteddomains.com/domain/register/

Pour choisir au mieux un nouveau prestataire, nous vous invitons à comparer les prix et services des différents bureaux d’enregistrement sur notre page dédiée.