Cheñchet ho peus url ho lec’hienn web ? C’hoant ho peus e poentfe ar chomlec’h kozh war-zu an hini nevez ? Ret eo deoc’h adheñchañ ho pajennoù web.

↪️ Petra eo un adheñchañ ?

An adheñchañ web zo ur stignad hag a gemenn ar merdeer internet pe ur robot ez eus bet cheñchet chomlec’h gant ur bajenn web. Gant ar stignad-se e vez rediet ho merdeer web, pa

ya war ur bajenn web, da ginnig deoc’h endalc’had ur chomlec’h web all termenet. Sed aze un teknik spletus-kenañ evit krouiñ pe adaozañ ul lec’hienn web.

🕵️ Pegoulz ober un adheñchañ ?

Meur a abeg a c’hell kas deoc’h da zibab adheñchañ ur bajenn web war-zu unan all. Setu un nebeud abegoù :

* krouiñ ur bajenn nevez pe ul lec’hienn web nevez ;

* liamm torret pe liamm marv ;

* dilamet eo bet ar bajenn orin ;

* treuzkas dre ret doare http ho lec’hienn war-zu an https evit merdeiñ war ho lec’hienn e pep surentez.

* adheñchañ an implijer war-zu ur bajenn azasoc’h ;

* Ar bajenn orin n’he deus talvoudegezh ebet ken ha ne zle ket bezañ lakaet en a-raok ken ;

* Lakaat meur a anv domani a-gevret gant an hevelep lec’hienn web.

Gellout a ra c’hoarvezout an dra-se pa vez prenet un embregerezh en hevelep gennad pe evit parraat ouzh an typosquatting, prenañ droukyoulet anvioù domani heñvel ouzh lec’hiennoù anavezet gant ur fazi reizhskrivadur (da skouer : skool.bzh e-lec’h skol.bzh).

 

⌛️ Adheñchañ pad pe berrbad ?

redirection 301 et 302

Ma fell deoc’h ober un adheñchañ, ur wec’h m’emaoc’h e takad melestriñ ho purev marilhañ, e vo goulennet ganeoc’h ha fellout a ra deoc’h ober un adheñchañ pad pe berrbad.

Ar c’hodoù respont

Petra a dalvez an dra-se ? Pa vez goulennataet gant ho merdeer web ar servijer a ro bod d’ho lec’hienn web e kas ar servijer ur c’hod respont hag a verk statud ar goulenn. Da skouer, ma vez karget ar bajenn web goulennet ganeoc’h e talvez en deus bet ar servijer ur respont mat (kod respont 200). Ar c’hod respont anavezetañ eo ar c’hod 404 a zave d’ur bajenn n’eo ket bet kavet.

Pa adheñchit ur bajenn web war-zu unan all e resev ho merdeer ur c’hemennad doare 301, adheñchañ pad pe 302, adheñchañ berrbad.

An adheñchañ pad (kod 301)

Talvezout a ra ar c’hod 301 kement hag un adheñchañ pad. Merkañ a ra eo graet an adheñchañ da vat ha da viken. Da skouer, ma fell deoc’h adheñchañ monsiteweb.fr war-zu ho lec’hienn nevez monsiteweb.bzh. An adheñchañ 301 en deus ar splet bezañ lennet mat gant ar robotoù menegeriñ. Ur splet all : treuzkas a ra ar PageRank, unan eus dezverkoù pouezusañ Google evit renkañ disoc’hoù un enklask. Rak-se ez eo an adheñchañ 301 ur gwir atoud evit ho menegeriñ naturel. N.B. : gant al luskerioù enklask hag ar robotoù menegeriñ e vo menegeret un adheñchañ pad met ket un adheñchañ berrbad.

Spletoù an adheñchañ-se :

* parraat ouzh ur fazi 404 ;

* ne vez ket gwelet gant an implijerien ;

* heñchañ an tremenerezh hep treuzfeurmiñ al lec’hienn ;

* bountañ an tremenerezh war-zu pajennoù moned strategeloc’h ;

* derc’hel al lec’hiadur war al luskerioù enklask ;

* kenderc’hel da vezañ gwelet gant un tremenerezh stabil

An adheñchañ berrbad (kod 302)

Talvezout a ra ar c’hod 302 kement hag un adheñchañ berrbad. Kemenn a ra d’ar merdeer web ha da robotoù al luskerioù enklask ez eus bet cheñchet chomlec’h evit ur mare gant ar bajenn gweladennet. Dre ma vez anv ag un adheñchañ berrbad ne vo ket hizivaet o meneger gant al luskerioù enklask. Grit gant an adheñchañ-mañ ma fell deoc’h kas an implijerien war-zu ur bajenn pe ul lec’hienn nevez e-pad ur prantad berr. Pe ma fell deoc’h lakaat en a-raok ur pajenn a-zivout un darvoud pe ur bajenn all berr he zermen. Dibabit an adheñchañ 302 adal ma raktresit dont d’ar bajenn gozh en-dro.

Spletoù an adheñchañ-se :

* diwelus d’an implijerien, gellout a rit derc’hel gwelusted ar bajenn orin neuze ;

* parraat ouzh ur bajenn fazi 404 ;

* bountañ an tremenerezh war-zu pajennoù moned strategeloc’h

 

🙈 An adheñchañ gwelus hag an adheñchañ kuzh

An adheñchañ gwelus

Pa skrivit chomlec’h ul lec’hienn m’ho peus arventennet un adheñchañ eviti e weloc’h ar chomlec’h cheñch er varrenn verdeiñ ha diskwelet e vo ar chomlec’h degemer dibabet : gwelus eo an adheñchañ neuze.

An adheñchañ kuzh

Ober a reer anv eus un adheñchañ kuzh pe diwelus pa vez kuzh just a-walc’h. Pa skrivit chomlec’h ul lec’hienn m’ho peus arventennet un adheñchañ eviti ne cheñcho ket ar chomlec’h er varrenn verdeiñ. Diwallit, sellet a ra merdeerioù zo ouzh an dibarzh-se evel pa ne vefe ket suraet ha stanket e vo ganto.

📹 Adheñchañ : un nebeud tutorialoù

Gant ar burevioù marilhañ pe registrar e vez kinniget deoc’h, en o zakad melestriñ a-ratozh, an arc’hweladur adheñchañ. Ur benveg gwall dalvoudus ma c’hellit gantañ adheñchañ ur bajenn web war-zu unan all, ha pa ne oufec’h ket kodiñ. Setu tutorialoù amañ dindan, kinniget gant tri burev marilhañ, hag a ziskouez deoc’h ar pezh a zo d’ober.

An adheñchañ lec’hiennoù gant OVH

An adheñchañ lec’hiennoù gant Gandi

An adheñchañ lec’hiennoù gant Prodomaines