Lidañ a ra an astenn .bzh e 10 vloaz : un dekvloavezhiad o lakaat Breizh hag obererien ar rannvro da vezañ gwelet gwelloc’h. En ur genderc’hel da ober war-dro an astenn internet e kas war-raok ar gevredigezh www.bzh raktresoù klokaat all evit harpañ galloud flour Breizh.

Ar 4 a viz Kerzu e oa bet lidet e 10 vloaz gant an astenn internet .bzh. Abaoe ma voe gweredekaet e 2014, gant skoazell kreñv Rannvro Breizh, e oa aet war-gresk ingal an astenn breizhat, dre berzh an embregerezhioù, ar strollegezhioù hag ar c’hevredigezhioù breizhat a ra gantañ evit merkañ aes o c’harantez ouzh Breizh en o c’hehentiñ niverel. Ouzhpenn 13 000 anv domani a zo marilhet e .bzh hiziv.

Gant al lies m’eo an obererien o deus degemeret an astenn internet .bzh e vez diskouezet mat karantez an holl ouzh ar merker nested-se. Un benveg kehentiñ tiriadel eo ar .bzh. Implijet e vez gant 40% eus lec’hiennoù internet kumunioù Penn-ar-Bed (20% e par ar rannvro), koulz ha gant Kambr-rannvro an noterien. Evit a sell ouzh an embregerezhioù e vez kehentet e .bzh gant al lunedour Naoned Eyewear, gant Breserezh Penn ar Bed, gant ar strollad kontourien-prizachourien Ouest Conseils, gant an embregerezh gounezvouedel Carabreizh, gant strilherezh ar Peulvanoù, diwar skouer ar rouedad Produet e Breizh… Evit a sell ouzh ar sport e vez diskouezet ar .bzh gant ar c’hluboù pennañ, evel Stad Brest, en deus c’hoariet e Kevre mell-droad ar gampioned, pe RK Gwened, bet e Top 14 rugbi nevez zo. Gant ar .bzh emañ obererien vras ar yezh hag ar sevenadur, evel ar rouedad Diwan, ar c’hengevread Kenleur pe c’hoazh Festival etrekeltiek an Oriant.

Ur raktres harpet gant ur youl e par ar rannvro hag ar bed.

Diwar gaout an astenn .bzh digant an ICANN (Internet Corporation for Assigned Names and Numbers), aozadur karget da reoliñ internet, he deus profet ar gevredigezh d’ar rannvro ha d’hec’h obererien ur benveg e par ar bed. Evel ur pont etre hengoun ha modernelezh eo ar .bzh, o stagañ sevenadur Breizh ouzh ar bed niverel en ul lakaat Breizh da skediñ er bed a-bezh.

An astenn .bzh, ouzhpenn bezañ ur merker nested, a zo ivez ur gouestl a berzh mat hag a sibersurentez. Anavezet eo evit bezañ unan eus ar re surañ er bed, dre berzh ar stignad Secure.bzh, a gemenn evit mann holl zalc’herien un anv domani e .bzh mar bez drougimplijoù. Evit gwarantiñ ul live uhel a-fet perzhded ha surentez e kemer harp an astenn internet breizhat war vailhoni deknikel an Afnic, oberataer ar .fr, a ginnig d’an astennoù tiriadel (.paris, .alsace, .corsica) un danframm kenlodennet, fiziadus ha suraet.

Ur c’hinnig da sevel an dazont a-gevret

P’emañ an astenn .bzh o lidañ e 10 vloaz e ped ar gevredigezh an holl obererien vreizhat da genderc’hel gant al lusk-se ha da gemer perzh e diorren Breizh evit ma vefe gwelet gwelloc’h er bed niverel, dre labourat war raktresoù nevez. Rak daeoù nevez a vo da sevel : pa vez bevezet danvez sevenadurel enlinenn gant hogos 90% eus implijerien internet ez eo ret derc’hel kont da vat eus an doare nevez-se a-fet beveziñ ar sevenadur ha bezañ gwelet gant an dud. Krouet eo bet gant ar gevredigezh neuze ar font debarzhadur Breizh niverel evit labourat a-benn kaout un emoji Gwenn-ha-du, diorren an danvez enlinenn liammet gant Breizh hag he sevenadur, dre Wikipedia pergen, pe c’hoazh harpañ da ziorren treiñ emgefreek ar brezhoneg.

Kemennadenn .bzh / Rannvro Breizh