Petra a vez degaset d’ar strollegezhioù gant ar .BZH ?

Ur benveg marketing tiriadel eus an dibab eo ar .bzh. Gantañ e c’hall ar strollegezhioù ober traoù a-leizh. Talvoudekaat al lec’h m’emaint eo an hini kentañ, moarvat. Pa implijit ur chomlec’h gant .bzh e lavarit d’an dud e pelec’h emaoc’h, a-raok dezho dont en ho lec’hienn zoken. Implijout ur .bzh evit ul lec’hienn internet a c’hall bezañ ivez un dra talvoudus-kaer evit an dud a labour war dachenn an touristerezh er c’humunioù, rak stag eo al lizherennoù-se ouzh ar faltazi stroll liammet ouzh Breizh. Evit gwir, a-raok choaz ul lec’h resis evit chom, e klask an douristed da gentañ da beseurt rannvro ez aint, hag ur merker talvoudus eo ar […]

www.bretagne.bzh : chomlec’h nevez Rannvro Breizh

A-viskoazh ez eo bet harpet ar .bzh gant Rannvro Breizh, hag emañ-hi o paouez degemer astenn internet Breizh : www.bretagne.bzh eo chomlec’h he lec’hienn internet hiviziken, ha www.breizh.bzh ar stumm brezhonek anezhañ. Gant .bzh emañ ivez chomlec’hioù postel an 83 a guzulierien-rannvro hag an 3 900 a wazourien er C’huzul-rannvro. Pelloc’h e ray Rannvro Breizh gant .bzh war internet, evel ensavadurioù ranvroel all en Europa, pep a astenn internet dezho : www.region.alsace (Elzas), www.gov.wales (Kembre), www.gov.scot (Skos), www.land.saarland (Saarland), www.land.nrw (Nordrhein-Westfalen), www.euskadi.eus (Euskadi), www.xunta.gal (Galiza). Gant teir lizherenn, Breizh modern ha nevezus war ar web

www.bretagne.bzh : la nouvelle adresse de la Région Bretagne

La Région Bretagne, soutien historique du .bzh, vient d’adopter l’extension internet bretonne. L’adresse de son site internet est désormais www.bretagne.bzh et sa déclinaison en breton www.breizh.bzh. Les adresses e-mail des 83 conseillers régionaux et des 3 900 agents du Conseil régional s’affichent de la même manière en .bzh. La Région Bretagne communiquera désormais sur Internet en .bzh comme le font déjà d’autres institutions régionales en Europe avec leur extension internet respective : www.region.alsace (Alsace), www.gov.wales (Pays de Galles), www.gov.scot (Ecosse), www.land.saarland (Sarre), www.land.nrw (Rhénanie-du-Nord-Westphalie), www.euskadi.eus (Pays basque), www.xunta.gal (Galice). En trois lettres, c’est une Bretagne moderne et innovante sur le web   Avec le .bzh, la Bretagne prend place parmi les […]