“Aroueziañ a ra ar .bzh harp ur rannvro a-bezh hag a ambroug ac’hanomp pa ‘z eomp da c’hoari er-maez”  Hamid Mesbah – Pennrener Tourzed Kemper

photos Heol temoin1

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Tourzed Kemper omp, ur c’hlub basket a-vicher diazezet e Kemper. C’hoari a reomp kevezadegoù broadel er c’hampionad broadel 1 ha mennet-start omp da zougen uhel banniel hor rannvro. Frammet eo hor c’hlub en ur c’hevredad micherel dre gevrannoù ha lorc’h zo ennañ o lakaat da skediñ ar sport e Kemper.

Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?

Abaoe ouzhpenn 40 vloaz eo klub an Tourzed un oberer a bouez e bed ar sport e Breizh. Reiñ a ra korf d’ur glad dizanvezel prizius evit Kemper hag he c’horn-bro. Naturel eo deomp implijout ar .bzh a ziskouez hor c’harantez ouzh Breizh.

Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .bzh ?

Aroueziañ a ra ar .bzh harp ur rannvro a-bezh hag a ambroug ac’hanomp pa ‘z eomp da c’hoari er-maez. Evidomp-ni eo un doare da ziskwel gant lorc’h hor perzhouriezh en tiriad ha da gevreañ hor c’humuniezh en-dro d’ar vreizhadelezh.

Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

Evit ur c’hlub sport a-vicher eo al lec’hienn internet ur rakstal hollbouezus, an nor-dal gentañ evit hon harperien, hor c’hevelerien hag hon danvez izili. Modernaet hon eus hol lec’hienn nevez zo evit diskouez hor youl ha prientiñ an dalc’hoù da zont a-fet skeudenn ha kehentiñ.