“Ken aes ha tra eo deuet an astenn .bzh da vezañ ret evit ma lec’hienn”
Emmanuelle JOLU
Petra eo hoc’h anv domani koulz hag anv hoc’h embregerezh ?
Studiobaradoz.bzh – Studio Baradoz (ezel eus ar gevelouri Ameizing)
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
Emmanuelle Jolu on. Tisavourez diabarzh an tiez ha kinklourez on e Pleuveur-Bodoù, war Aod ar
Vein Ruz. Dre Studio Baradoz e ijinan hag e empennan lec’hioù diouzh muzul, bev hag awenet
gant Breizh, evit an dud prevez hag ar vichereien. Lakaat a ran en a-raok dafar eus an dibab hag
ar c’henlabour gant artizaned an tiriad.
Mont a ra ma c’hefridi eus an empennañ betek evezhiañ al labourioù, evit gwarantiñ da bep arval
ur pennad-buhez flour ha seder, hag un disoc’h diouzh ar pezh a oa engortoz. Kas a ran ma
obererezh war-raok e-barzh ar gevelouri Ameizing (eus ar ger brezhoneg “meiz”) a vod enni tud a-
vicher war empennañ hag ijinouriezh ar sevel tiez evit aesaat kenlodenniñ ar barregezhioù, ar
berzhded ha rannañ ar skiant-prenet etre embregerien.
Ul lec’hienn e .bzh ho peus, perak an dibab-se ?
Fellout a rae din gwriziennañ Studio Baradoz er vro, neket hepken evit a sell ouzh an douaroniezh,
met a-fet spered ha doare bevañ ivez. Ken aes ha tra eo deuet an astenn .bzh da vezañ ret evit
ma lec’hienn, evel ur merker kreñv eus ma gwriziennañ en tiriad.
Ne ‘m eus ket savet ar goulenn ouzhin ma-unan zoken, anat e oa.
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .bzh ?
Evel tisavourez diabarzh an tiez ha Breizhadez e prederian war ziforc’hekaat al lec’hioù dre ur
vreizhadelezh digor, bev, ha birvilh enni : un doare da lakaat da dalvezout neket hepken glad ar
rannvro a-fet sevenadur hag endro, met ivez e nerzh krouiñ a-fet terkañ al lec’hioù. Neuze on
awenet gant an arvor, an hini a zo gantañ « c’hwezh ar glav, ar meurvor hag ar c’hrampouezh
gant sitroñs », kement ha menegiñ pozioù ur ganaouenn eus ar film Chansons d’amour gant
Christophe Honoré. Livioù aodoù Breizh, arlivioù diniver ar gouloù, a zo kement a andonioù awen.
Kehentiñ e .bzh zo embann ar youl-se.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Al lec’hienn-mañ a zo dezhi da bal kinnig ma hentenn hag ar raktresoù kaset da benn ganin e
savouriezh diabarzh an tiez hag er c’hinklañ. Ganti e c’hell an arvalien, michereien pe tud prevez,
anavezout ma fourchasoù en o fezh, eus an empennañ betek evezhiañ al labourioù, ha dont e
darempred aes ganin.
Sed aze un doare hollret da sachañ an danvez arvalien, ouzhpenn an erbedadennoù.
Ur gerig ouzhpenn ? ☀️
Evel er savouriezh diabarzh ma talvez pep munud ez eo ar .bzh ar munud a laka kemm, d’am
meno !