“Se zo aze un “draig ouzhpenn” on lec’hiet gantañ, hag a ziskouez ar pezh a c’heller kavout war ma lec’hienn hag em dibaboù arzel.” Marie Colin
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
Me eo Marie Colin, grafourez ha skeudennaouerez. Goude ur red-micher en embann, er c’hehentiñ hag er c’hazetennerezh e Brest em eus bet c’hoant en em staliañ evel labourerez dizalc’h e Plozeved, lec’h m’on orin. Abaoe 2020 e ambrougan embregerezhioù a bep seurt o krouiñ skoroù-gwelet evit o c’hehentiñ.
Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?
Da-geñver un darvoud aozet gant ar merk Breizh em eus bet ar blijadur da gejañ ouzh Laurence Le Goff, renerez ar velestradurezh hag an arc’hant er gevredigezh www.bzh. Anavezout a raen ar .bzh hep bezañ merzhet e selle ouzhin ivez. Graet em eus al lamm hep termal !
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .bzh ?
Kavout a ra din eo awenet-frank ma c’hrouidigezhioù gant ma endro breizhek. Labourat a ran peurgetket gant embregerezhioù a zo mennet-start da dalvoudekaat sevenadur Breizh hag o dez alies ivez ul lec’hienn e .bzh. Se zo aze un “draig ouzhpenn” on lec’hiet gantañ, hag a ziskouez ar pezh a c’heller kavout war ma lec’hienn hag em dibaboù arzel. Plijout a ra din soñjal ivez e c’hello an astenn-mañ gervel war ar re ne anavezont ket anezhañ c’hoazh.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Ma fortfolio hag ur stal enlinenn eo ma lec’hienn war un dro. Ur benveg hollret eo evit kinnig ma skeudennadurioù ha ma raktresoù neuziañ grafek. Evit ar vichereien ez eo un doare da gompren ma bed ha da sellet ouzh roll ma labourioù. Evit an dud prevez ez eo un digarez da brenañ ur skeudennadur 100% lec’hel eñ ivez.