“Ur gwir verker perzhouriezh e Breizh eo ar .bzh”
Hervé BASSET
Petra eo hoc’h anv domani koulz hag anv hoc’h embregerezh ?
Hol lec’hienn zo www.kerit.bzh ha Job-Staging eo an embregerezh a-dreñv, un ajañs tuta arbennikaet war micherioù an urzhiataerezh hag an teknologiezhioù niverel.
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
Roet hon eus lañs da gKerIT, ur savenn gumuniezhel evit michereien an tekno e Breizh. Strollañ a ra an holl ginnigoù labour a ginnigomp, ha ganti e c’hell an emstriverien mont war ar renk enlinenn ha lezel o CV evit bezañ gwelet gant an dutaerien.
Met n’eo ket ul lec’hienn kinnigoù labour hepken : lakaat a reomp ivez e kerz titouroù talvoudus evel kevelerezhioù lec’hel evit al lojañ, ar stummañ, ar c’henweturañ hag an darvoudoù tekno e Breizh.
Ar pal a zo kinnig da dud donezonet IT ul lec’h ma c’hellont kavout kement tra o deus ezhomm evit en em zibab er rannvro.
Ul lec’hienn e .bzh ho peus, perak an dibab-se ?
Deuet eo ar .bzh da vezañ ret ken aes ha tra rak savet eo bet KerIT evit Breizh hag he zud donezonet war an tekno.
Fellout a rae deomp kaout un anv domani a ziskouezfe hor c’harantez ouzh ar rannvro hag a vefe anat diouzhtu d’ an embregerezhioù ha d’ an emstriverien vreizhat.
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .bzh ?
Ur gwir verker perzhouriezh e Breizh eo ar .bzh. Gant implijout anezhañ e tiskouezomp eo KerIT un taol-intrudu lec’hel, empennet evit an dud donezonet IT a fell dezho labourat e Breizh. Ster a zo d’an anv KerIT : “Ker” a zave da Vreizh, rak e brezhoneg ez eo heñvel kêr ouzh ar ger saoznek “home”, hag “IT” a gas da vicherioù an urzhiataerezh.
Komz a ra kalz deomp hor c’hevelerien hag hon emstriverien eus hon engouestl evit an implijoù tekno er rannvro.
Met ne chomomp ket a-sav gant se : klask a reomp ivez sachañ tud donezonet eus lec’h all, diskouez dezho ez eus startijenn gant Breizh, ul lec’h dedennus ma ‘z eus unan. Un arouez kreñv eo ar .bzh a skoazell da startaat ar skeudenn-se ha da lakaat tekno Breizh da skediñ.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Ganet eo bet KerIT evit bastañ d’ un ezhomm : kinnig da vichereien an teknologiezhioù niverel ul lec’h dibar ma c’hellont kavout an holl zegouezhioù e Breizh. O paouez bezañ peuradaozet eo ar savenn a-hend-all.
Ur gerig ouzhpenn ? ☀️
Laouen e vefemp o kenlabourat ganeoc’h evit ma vefe gwelet muioc’h KerIT gant ar gumuniezh .bzh ha gant ar vichereien vreizhat.
Kement ober a sikourfe ac’hanomp da dizhout muioc’h a dud donezonet IT hag a embregerezhioù lec’hel a vefe un dra ouzhpenn.