“Mont gant ar .bzh, dek vloaz zo, ne oa ket un dibab hepken, met un dra anat”

Serge APPRIOU

kengo.bzh

Petra eo hoc’h anv domani koulz hag anv hoc’h embregerezh ?

Kengo.bzh – Bretagne Digital Paticipative

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Ur savenn arc’hantaouiñ a-stroll hollek omp, dre zonezonoù gant traoù en eskemm pe hepto, evit raktresoù e Breizh 5/5 hepken.

Ul lec’hienn e .bzh ho peus, perak an dibab-se ?

Mont gant ar .bzh, dek vloaz zo, ne oa ket un dibab hepken, met un dra anat. Ar memes bloaz hon eus roet lañs d’hon obererezhioù kenwerzh ha fellout a rae deomp kemer perzh en ur genrouedad vreizhat pinvidik ha startijenn ganti.

Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .bzh ?

Dre natur end-eeun hon obererezh 100% breizhat e rankemp mont gant lusk ar gevredigezh .bzh. En tu-hont d’ul lec’hiadur URL emañ al lostger-se parzhiat en hor merk. Aroueziañ a ra hor gwriziennañ hag al lorc’h a zo ennomp oc’h ambroug an tiriad en e lusk ekonomikel, sokial ha sevenadurel. Ur merk emgav eo ivez, en-dro d’ur soñj bennak diwar-benn ar pezh omp hag ar pezh a fell deomp bezañ. Un oberer lec’hel evit reiñ lusk da Vreizh, war he douaroù hag er bed niverel kenkoulz.

Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

Skoulmañ liammoù etre buhez pemdez an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù pe an dud prevez, hag an degouezhioù da sevel kumuniezhioù a vez kinniget gant an teknologiezhioù niverel.

Ur gerig ouzhpenn ? ☀️

Trugarez deoc’h evit bezañ ac’hanoc’h !