“Un dra anat eo bet deomp an astenn .bzh, ur merker eus hor perzhouriezh en hor Breizh kaezh hag eus hon nested” Martial Mellier & Annabelle Rolland
E kreizig-kreiz kêr KEMPER emañ ar C’huzulva HEOL COURTAGE, Kuzulva kouratañ kretadurioù ennañ an daouad Annabelle ROLLAND & Martial MELLIER
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
E 2021 e oamp bet war-lerc’h Michel Baud. Ne oa ket un dachenn dianav deomp, pell alese, pa laboure Annabelle Rolland gant Michel Baud abaoe 14 vloaz ha pa veze skoazellet ha stummet ar c’hretaer gant Martial Mellier dre e gefridiezhoù e Aviva.
Fellout a ra deomp gwellaat al labour diagnostikañ ma c’heller gantañ anavezout gwelloc’h ar riskloù da ziarbenn, evit lakaat war-sav an diskoulmoù gwellañ diouzh ezhommoù hon arvalien.
Diwar o barregezh a-fet skoazellañ hon arvalien e respont o mailhed d’ar redi a zo anezhañ rakwelout ar riskloù hag an ezhommoù, hag e-tailh int da frammañ eus ar gwellañ an diskoulmoù kretaat a ginnigont d’hon arvalien.
Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?
Dre zibab an anv « Heol », e lakaomp war wel an tu tomm, ar gouloù hag ar sklêrijenn a fell deomp degas d’hon arvalien.
Dre zibab an anv Heol Courtage hon eus bet c’hoant merkañ hor gwriziennañ er rannvro. E Kemper emañ burevioù an embregerezh, e Penn-ar-Bed, met labourat a ra Heol Courtage e Breizh a-bezh, ha kalz pelloc’h zoken, ken m’en deus an embregerezh arvalien e meur a lec’h er C’hwec’hkogn.
Un dra anat eo bet deomp an astenn .bzh, ur merker eus hor perzhouriezh en hor Breizh kaezh hag eus hon nested.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Labourat a reomp diwar erbedadennoù dreist-holl. Padal eo a bouez deomp kehentiñ evit derc’hel hor brud hag hor gwelusted. Dre hol lec’hienn internet e tiskouezomp hor chemet hag an diskoulmoù a c’hellomp degas d’an dud prevez, d’ar vichereien ha d’an embregerezhioù.