“Amañ hon eus gwelet Cool IT o kreskiñ ha fellout a ra deomp reiñ ar c’hement all o harpañ dazont niverel Penn-ar-Bed. “ Fen Rakotomalala, Pennrenerez an ajañ Cool It
Petra eo hoc’h anv domani koulz hag anv hoc’h embregerezh ?
Coolit.bzh – Cool IT
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
Ur studio empentiñ ha diorren ostilhoù niverel eo Cool IT. Labourat a reomp evit an embregerezhioù a fell dezho diskoulmañ o c’hudennoù aozadur ha merañ.
Bezañ koul, evidomp, a zo ouzhpenn hon anv : ur sevenadur a-bezh hon eus savet evit ma vefe sklaeroc’h, eeunoc’h ha kouloc’h an urzhiataerezh evit an holl, pe akourset pe pell diouzh ar bed niverel e vefec’h.
E pep degouezh en deus Cool Team un diskoulm aes, talvoudus ha padus da ginnig deoc’h, pe e vefe anv a reizhañ kudennoù urzhiataerezh, modernaat ur reizhiad a zo anezhi c’hoazh, pe diorren meziantoù diouzh ezhommoù pep arval. Ha pa vez dispis bed an urzhiataerezh, pa zegas nec’h ha tennder, e kemeromp preder da ledañ an traoù ar muiañ, o vezañ diouzh geriaoueg pep micher kentoc’h eget diouzh hini an teknik ; evit ober gant an urzhiataerezh evit an embregerezhioù un danvez kenstagded hag a ziskouez barregezhioù estlammus hon arvalien.
Ul lec’hienn e .bzh ho peus, perak an dibab-se ?
Dibab ar .bzh zo ofisielaat hon diazezoù e Breizh, a-gorf hag er par niverel kenkoulz. Gant an astenn e c’hellomp kadarnaat hon engouestl : ambroug a-zevri an diorren niverel lec’hel, skoaz-ouzh-skoaz gant embregerezhioù an tiriad ha gant ekoreizhiadoù an neveziñ e Penn-ar-Bed.
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .bzh ?
Peogwir n’omp ket hepken ur stal dekno staliet e Breizh : ur stal vreizhat omp. Ar skipailh a-bezh en deus foetet bro etre Pariz, Hawaii, Bourdel, Roazhon hag Aostralia evit en em gavout e Kemper a-benn ar fin. Erwan (Prezidant) a zo a orin eus Pont-Skorf, Joddy (Kargadez kehentiñ) eus Brieg, Marie (Diorroerez) eus Kemper, Florence (Diorroerez) eus Sant-Kast-ar-Gwildoù, ha Fen zo eus Bourdel, met roet he deus abegoù e-leizh evit bezañ degemeret pelloc’h er C’hornôg.
Fellout a ra deomp chom tost a-walc’h ouzh hon arvalien vreizhat o deus ezhomm kaout ur c’heveler urzhiataerezh eus ar vro evit harpañ anezho war hiramzer.
Krouet e oa bet an embregerezh e Pariz e 2015, hag en em staliet e oamp e Kemper e 2022 evit cheñch avel. Muioc’h eget se a zo bet a-benn ar fin ! N’hon eus ket cheñchet tiriad hepken, adijinet hon eus hon obererezh penn da benn, dre un identelezh hon eus gellet adkadarnaat a-drugarez Breizh.
Un arouez gwriziennañ eo ar .bzh. Amañ hon eus gwelet Cool IT o kreskiñ ha fellout a ra deomp reiñ ar c’hement all o harpañ dazont niverel Penn-ar-Bed.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
An emgav kentañ gant hon danvez arvalien eo hol lec’hienn internet. Diskouez a reomp enni piv omp, petra a reomp, met penaos e reomp an traoù dreist-holl. Evit kalz eus hon arvalien eo pouezusoc’h kompren penaos e labouromp eget kompren an teknologiezhioù a c’hellfemp lakaat war-sav.
Evel ajañs diorren an urzhiataerezh e felle deomp kaout ul lec’hienn heñvel ouzhimp : denel, degemerus ha plijus, pell diouzh stereotipoù geek e gabuch o pianotiñ war e glavier en deñvalijenn.
Kavout a reer enni meur a zoare evit kompren ar pezh a reomp :
* Dre ar c’hudennadurioù a respontomp outo.
* Dre an istorioù a skrivomp gant hon arvalien.
* Dre enklaskoù ha prederiadennoù a rannomp war hor blog Klokaat a reomp ar veaj o tanevellañ buhez an ajañs war Linkedin ha dre ul lizher-kelaouiñ. A-c’houde berramzer hon eus roet lañs ivez da Tech IT Easy, ur podskignad ma tisplegomp meizadoù, tuadurioù ar bed niverel war Deezer ha war hol lec’hienn, gant un nebeud berrklipoù war Instagram.
Ur gerig ouzhpenn ? ☀️
Mont gant ar .bzh a verk ur bazenn nevez evit an ajañs a lid he dek vloaz ar bloaz-mañ. Setu hon doare da sankañ gant lorc’h hor gwriziennoù e Breizh… ha da stagañ gant an 10 bloavezh kentañ dindan banniel ar .bzh !