“Ar .bzh n’eo ket dibab ur skeudenn hepken, un difrae identelezh eo.”

Alexis GOURMELON

Concept immo

Petra eo hoc’h anv domani koulz hag anv hoc’h embregerezh ?

conceptimmo.bzh eo hon anv domani ha Concept Immo anv hon embregerezh. Diskouez a ra war un dro hor pennobererezh a zo gwerzhañ ha feurmiñ tiez, hag ar garantez kreñv a vagomp ouzh hor rannvro, Breizh.

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Un ajañs-tiez dizalc’h omp, diazezet e Penn-ar-Bed. En em zisplegañ a ra hor mailhoni war veur a lodenn eus hor micher : sammañ a reomp servijoù treuzgreadoù evit an dud prevez a fell dezho prenañ pe gwerzhañ ur mad. Kinnig a reomp ivez diskoulmoù merañ ar feurmiñ diouzh ar moull evit ar berc’henned feurmer, koulz hag un ambroug a-ratozh evit ar gwerzhañ hed-buhez, un dibab hag a blij muioc’h-mui d’an dud.

War un dro emaomp troet ivez war-zu ar madoù diloc’h evit an dud a-vicher. Gwerzhañ a reomp gladoù kenwerzh, gwerzhañ ha feurmiñ mogerioù kenwerzh, gant un hentenn personelaet ha kuzulioù diouzh dalc’hoù ar vichereien. Dre ar servijoù lies-se e c’hellomp degas respontoù fetis da arvalien a bep seurt, en ur zerc’hel ur gwir nested en hon eskemmoù.

Ul lec’hienn e .bzh ho peus, perak an dibab-se ?

Dibabet hon eus ar .bzh evit embann sklaer hor gwriziennañ e Breizh. N’eo ket dibab ur skeudenn hepken, un difrae identelezh eo. Evel ajañs dizalc’h e felle deomp en em ziforc’hiñ diouzh rouedadoù bras broadel ar madoù diloc’h, dibersonel alies, ha diskouez hor c’harantez ouzh hon tiriad. Gant ar .bzh e c’hellomp diskwel, adal an URL, hor youl da dalvoudekaat hor perzhouriezh e Breizh.

Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .bzh ?

Ur gwir verker eus hon talvoudoù eo ar .bzh. Aroueziañ a ra hon nested, hon dilested hag hon engouestl lec’hel. Evidomp eo ar c’hentañ poent kregiñ evit a sell hor c’hehentiñ : lakaat a ra an dud en amzivin, broudañ a ra o dedenn ha reiñ a ra ster dreist-holl. Arvalien ha kevelerien e-leizh a sach hon evezh war an dibab-se : reiñ a ra diouzhtu ur skeudenn garadek ha lec’hel, krouiñ a ra ul liamm a fiziañs kerkent ha toullañ kaoz.

Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

Ur benveg kreiz eo hol lec’hienn internet en hor strategiezh. Respont a ra da veur a bal bras :

* Strollañ holl hor servijoù hag holl hor c’hinnigoù war ur savenn hepken, sklaer hag aes da ziraez evit an holl.

* Bezañ gwelet gwelloc’h war ar web, er par lec’hel ha rannvroel kenkoulz.

* Bezañ kewir gant hor skeudenn : ul lec’hienn eeun, efedus, heñvel ouzhimp, gant ur merdeiñ flour ha sklaer.

* Aesaat an eskemmoù gant hon arvalien ha danvez arvalien : pe e vefe anv a c’houlennoù priziañ, a zont e darempred ganeomp, ag emstrivadurioù pe goulennoù hepken, e talvez hol lec’hienn da bont etre hor skipailhoù hag hor c’hendivizerien.

Anat e oa deomp krouiñ al lec’hienn-se : klokaat a ra hor bezañs-korf gant ur bezañs niverel modern ha kempoell, diouzh ar pezh a c’hortozer hiziv.

Ur gerig ouzhpenn ? ☀️

E ti Concept Immo e kav deomp ez eo ar gwerzhañ madoù diloc’h ur vicher tost ouzh an dud, denel hag engouestlet. Bezañ e .bzh eo hon doare da ziskouez omp lod eus ardremez ar vro, gant lorc’h hag eeunded. Ha c’hwi gwerzher, prener, poster pe kenwerzhour e vez digor hon dor deoc’h atav, enlinenn koulz hag en ajañs.