Diguzhat a ra ar gevredigezh www.bzh ha Mailo postel.bzh : ur servij postelerezh a zouj d’ho puhez prevez hag ur webpostelerezh klok evit ar Bretonezed, ar Vretoned, hag an dud sot gant Breizh. Abaoe an 20 a viz Gwengolo 2021 e c’hellit krouiñ, gant un nebeud klikoù hag evit 2 euro ar miz, ho chomlec’h postel personelaet e .bzh.
Postel.bzh : ur postelerezh breizhat eus an dibab
Ur servij postelerezh hag a zouj d’ho puhez prevez
Ar servij postelerezh breizhat nevez-mañ a zo a-raok pep tra doujus da vuhez prevez ha da roadennoù personel e implijerien evit respont d’ar pezh a c’hortozont. Rak 7 Gall war 10 a zo prederiet gant an titouroù dastumet gant al lec’hiennoù web. 55 % anezho n’o deus ket fiziañs er postelerezhioù enlinenn a zo anezho, evel Gmail pe Yahoo mail ha 70 % a ziskouez disfiz ouzh ar GAFAM (Google, Apple, Facebook, Amazon, Microsoft) (Enklask ODOXA / Oracle – Genver 2021).
En enep da vistri ar marc’had ne zielfenn ket postel.bzh roadennoù personel e implijerien evit o lakaat er c’henwerzh pe sevel bruderezh buket. Ar roadennoù personel n’int nag implijet na gwerzhet da dredeourien, met stoket war servijerioù suraet e Frañs ha gwarezet gant ar reolennadurioù gall hag europat. Erfin eo gwarezet ar postelerezh diouzh ar stroboù hag ar virusoù..
Lun 29 a viz Gwengolo 2021, lañsañ postel.bzh e Kemper
Ur chomlec’h personelaet gant livioù Breizh
Ouzhpenn bezañ suraet ha hep bruderezh ebet ez eo ho chomlec’h postel diouzh ho livioù. Gellout a ra ho kont bezañ arventennet ha personelaet penn da benn. Gellout a rit dibab etre 5 anv domani evit merkañ ho karantez ouzh Breizh : @postel.bzh, @email.bzh, @hello.bzh, @bigouden.bzh, @bigoudene.bzh. Gellout a raio ho chomlec’h bezañ er stumm da-heul : malo@postel.bzh. Gant an dibarzh a ginnig ar servij e c’hellit mirout hoc’h anv domani personelaet evel erwan@legall.bzh da skouer.
Ul lec’h bras a zo roet d’ar brezhoneg : brezhonek eo anv ar servij : postel. Diouzh un tu all eo bet troet an etrefas e brezhoneg penn da benn p’eo bet roet lañs d’ar servij postel.bzh.
Gant ar c’hinnig diazez e c’hellit stokañ 20 Go evit ho posteloù ha 5 Go evit ho teulioù hag ho luc’hskeudennoù. Un arload hezoug a zo hegerz ivez. Roet e vez d’an arvalien ur skor personelaet dre bostel er chomlec’h contact@postel.bzh.
Perak e ranker paeañ evit postel.bzh ?
Evit chom hep arc’hantaouiñ koust ar servij dre gorvoiñ roadennoù personel an implijerien e vez goulennet ur c’houmanant miziek. Gellout a rit krouiñ ur gont adalek 2 euro/viz. Gant postel.bzh oc’h sur e rit ken seder ha tra gant ur postelerezh izelbriz hag etikel, o toujañ strizh d’ar reolennoù gall hag europat.
Un treuzkemm aesaet diwar ho chomlec’h a-vremañ
Cheñch chomlec’h postel a rit ken aes ha tra. Adal ar bajenn degemer e vez kinniget deoc’h adtapout ar c’hemennadoù, an darempredoù hag an darvoudoù eus ho poest kozh. Lakaet e vez war sav un treuzkas lizheroù neuze ha dre ur benveg e c’hellit kas o chomlec’h nevez da holl ho tarempredoù.
A-ZIVOUT
Kevredigezh www.bzh
Meret eo an astenn internet .bzh, kentañ astenn rannvroel e Frañs, gant ar gevredigezh www.bzh a zo dezhi da gefridi kreskiñ gwelusted Breizh hag hec’h obererien war internet e par ar bed. Ouzhpenn 11 000 lec’hienn internet a ziskwel hiziv o gwriziennañ rannvroel breizhat gant ar .bzh.
Mailo
Ur savenn glok evit ar c’hehentiñ hag ar stokañ eo Mailo, ezelez eus ar French Tech. Ambroug a ra an dud prevez hag ar vichereien en o eskemmoù niverel pemdeziek : en tu-hont d’ar postelerezh, d’an deiziataer ha da verañ an darempredoù e kinnig ar savenn ur stlenngoumoul, embann ha rannañ teulioù, goursellet ouzh kontoù ar vugale ha melestriñ kreiz ar c’hontoù e-barzh aozadurioù. O vezañ gwell eus 20 bloavezh skiant-prenet gant teknologiezh MailObject® he stal-vamm e ra gouestl Mailo da zoujañ d’ar roadennoù ha da suraat anezho, da wareziñ prevezded al lizheroù, da zigreskiñ al louc’had ekologel ha da sevel un ekoreizhiad niverel emveliek en Europa.