Pennoù embregerezh, produerien, kenwerzhourien, artizaned… Dibabet o deus ar .bzh evit o lec’hienn web. Gant hor c’houlzad kehentiñ diwezhañ ez eus bet lakaet en a-raok 11 piaouer un anv domani e .bzh er pemp korn eus Breizh. Ur c’houlzad brudañ evit talvoudekaat nerzh hon astenn rannvroel.
Dedennañ ar vichereien vreizhat
Dre ar c’houlzad kehentiñ nevez-mañ eo bet adkadarnaet gant ar gevredigezh www.bzh he nested ha nerzh hec’h astenn rannvroel e servij embregerezhioù, kevredigezhioù hag ensavadurioù Breizh. Lakaat a ra ar c’houlzad er gouloù 11 Breizhadez ha Breizhad a zo ar .bzh evito arouez ur c’hehentiñ gwriziennet en e diriad hag ur gwir elfenn ziforc’hiñ evit an dud.
Skignet eo bet ar c’houlzad-mañ er c’hazetennoù rannvro koulz ha war ar rouedadoù sokial war-zu an obererien vreizhat c’hoant ganto diskwel o c’harantez ouzh ar rannvro. Degas a ra soñj dezho eus ar splet a zo o kehentiñ e .bzh war-zu o arvalien pe o c’hevelerien lec’hel, kizidik ouzh al liammoù nested. Rak, hervez Titourenn an Tiriadoù 2021, “en em ziforc’hiñ frank a ra Breizh diouzh ar rannvroioù all pa vez anv a wriziennañ en tiriad. Ar Bretonezed hag ar Vretoned ar re a vag ar muiañ a garantez ouzh o rannvro” (78%) hag ouzh o departamant (69%). Dave rannvroel anavezet gant an holl, ar .bzh a zo neuze ur benveg karet gwell gant ar vichereien a ya d’ober 90% eus piaouerien un anv domani breizhat.
A-hend-all, dre implijout an astenn breizhat e kemer perzh an holl e sked Breizh war ar web, en tu-hont d’o arvalien o-unan. Mont a ra an astenn .bzh ervat gant ar sevenadur breizhek a-vremañ neuze, ha kemer a ra perzh e diorren un ekoreizhiad niverel, lec’hel hag aes da anavezout.
Ober ma vo gwelet gwelloc’h ar .bzh gant ar Bretonezed hag ar Vretoned
Evit rannañ an testenioù-se gant ar brasañ niver eo bet skignet ar c’houlzad-mañ er c’hazetennoù lec’hel hag ensavadurel, ha tizhet 350 000 lenner.ez. Lennerien ar gelaouenn Bretons tre evel annezidi Sant-Brieg, An Oriant, Kemper ha Brest o deus bet tro da anavezout evel-se testeni ur c’hannadour eus o ziriad.
War un dro eo bet eilet ar c’houlzad war ar rouedadoù sokial. Un doare da dizhout ledanoc’h an dud tost ha da greskiñ brud an astenn. Ouzhpenn 40 000 a dud zo bet tizhet gant ar c’houlzad enlinenn.
Kavit an holl gannadourien o deus dibabet ar .bzh en hor rubrikenn Testenioù !