Karout a rafec’h cheñch pourchaser evit en em vataat eus ur priz izeloc’h pe eus servijoù nevez ? Kinnig a reomp deoc’h amañ dindan ur berrzastum eus ar modoù implij embannet gant ar burevioù marilhañ a ginnig ur chomlec’h postel digoust gant hoc’h anv e .bzh.
Daveennet hon eus ivez ar benvegoù adlec’hiañ ma c’hellit treuzkas ganto ho poest-posteloù a-vremañ war-du ar pourchaser nevez bet dibabet ganeoc’h.
Ma fell deoc’h kenderc’hel gant ho purev marilhañ a-vremañ en ur cheñch pourvezer evit ho poest-posteloù, e vo ret deoc’h kemmañ kefluniadur DNS hoc’h anv domani.
Evit se e rankit kemmañ ar marilhadurioù MX stag ouzh ho poest-posteloù. Kavout a reoc’h amañ dindan al liammoù war-du pajennoù skoazell hor burevioù marilhañ pennañ.