Kemennadenn d’ar gazetennerien

D’an 13 a viz Genver he doa roet lañs ar gevredigezh www.bzh, gant skoazell Rannvro Breizh, d’ar c’houlzad #EmojiBZH war Twitter, a ginnige da implijerien internet ober a-vilvern gant ar ger-klik #EmojiBZH, gant ar pal kendrec’hiñ ar c’hevuniad Unicode da zegemer da vat ha da viken an emoji Gwenn-ha-du war an holl savennoù (rouedadoù sokial, pellgomzerioù hezoug, ha kement zo…).

En ur c’houlzad 4 sizhunvezh ez eus bet ganet 405 886 meneg eus #EmojiBZH ! Ur gwir taol-berzh en deus lakaet Breizh da skediñ war Twitter e-pad 28 deiz ! Deuet eo an emoji Gwenn-ha-du da vezañ ar 6vet kraf ma oa ar muiañ a gaoz anezhañ er bed a-benn 24 eurvezh koulzad.

“Trugarez vras d’hon holl skoazellerien. A-drugarez dezho eo bet ar c’houlzad #emojibzh ur gwir verzh poblek hag a ro pep chañs d’hon teuliad emstrivañ da zont da vat er mizioù a zeu” eme laouen David Lesvenan, prezidant ar gevredigezh www.bzh.

Bedel eo bet ar c’houlzad #EmojiBZH ! Kaset ez eus bet twitoù da ouzhpenn 199 bro. Endalc’het eo bet da vat an diaspora breizhat evit kas da benn klask ar Gwenn-ha-du. Anavezet mat eo bet gant implijerien internet an dalc’hoù ekonomikel a sell ouzh holl obererien an ekoreizhiad vreizhat.

Prim o deus kroget 40 keveler ar c’houlzad #EmojiBZH e-barzh ar c’hraf ivez, evel ar strollad Arkéa en deus enlusket hardizh e genlabourerien hag e arvalien (c’hoari-kenstrivadeg, posteliñ, skritelloù er sez hag el lec’hioù gwerzhañ ivez), pe c’hoazh Stad Brest, KM An Oriant ha Stad Roazhon o deus twitet a-zevri-kaer #EmojiBZH.

Hervez Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Rannvro Breizh : “Un taol-berzh bras eo hag a zeu da beurdogañ ar c’houlzad-mañ. Un dro-vat rannet gant an holl re zo enlusket, o deus eilet ar c’hemennad pozitivel diwar-benn ur vreizhadelezh a zo lorc’h enni ha c’hoant ganti dougen uhel he banniel. Laouen-bras on bet ma-unan o kemer perzh er c’houlzad-mañ. Ur gwir dro-vat eo evit an holl Vretoned hag he dleout a reomp d’ar gevredigezh .BZH, a vez skoazellet abaoe pell gant ar Rannvro, hag he deus sikouret Breizh, ur wech ouzhpenn, da skediñ muioc’h c’hoazh.”

Adal bremañ emañ ar gevredigezh www.bzh o vont da stagañ da hizivaat hec’h emstrivadur kent bet kaset d’ar c’hevuniad Unicode o lakaat war wel, evel-just, ar c’houlzad dreistordinal war Twitter ! Kement ha keñveriañ eo aet an implij eus an emoji Gwenn-ha-du en tu-hont da geitadoù miziek Gres, Finland, Danmark, Skos pe Kembre ! Kaset e vo an teuliad da Unicode e dibenn miz Meurzh 2020 neuze, ha dleout a rafe an disoc’hoù kentañ bezañ bet embannet e deroù miz Mae 2020.