Marilhet ho peus un anv e .bzh ha fellout a ra deoc’h kaout ur chomlec’h postel kempoell gant ho lec’hienn internet ? N’ho peus lec’hienn ebet met fellout a ra deoc’h krouiñ chomlec’hioù personelaet ? Kinnig a reomp deoc’h meur a dutorial video evit displegañ deoc’h penaos ober evit krouiñ ho chomlec’h postel pe kefluniañ ho meziant postelerezh.

Tutorial : Petra eo ur chomlec’h postel ? Penaos kefluniañ ur meziant postelerezh ?

Savet e vez ur chomlec’h postel diwar hoc’h anv domani. Kefluniet e vez gant an eilgwerzher ho peus dibabet evit prenañ hoc’h anv domani digantañ. Ret eo deoc’h da gentañ penn mirout hoc’h anv e .bzh digant unan eus hon 28 eilgwerzher pe burev marilhañ. Gellout a rit kavout ar roll klok anezho koulz hag ar priz hag ar servijoù a bep seurt a ginnigont war hol lec’hienn : https://www.pik.bzh/br-fr/prenan-ur-bzh/ 

Goude bezañ marilhet hoc’h anv e .bzh e c’hellit krouiñ ho lec’hienn hag ho chomlec’h postel personelaet, pe krouiñ ur chomlec’h postel war hoc’h anv ha tra ken.

Ur wech krouet ho chomlec’h postel e vez kinniget 3 diskoulm deoc’h evit merañ anezhañ :

* dibab ur webpostelerezh kinniget gant ar burev marilhañ dibabet ganeoc’h

* adheñchañ ho chomlec’h postel war-zu ho chomlec’h Orange, Free,…

* pe dibab ur meziant ma c’helloc’h bodañ ennañ ho chomlec’hioù postel.

Kinnig a reomp deoc’h an diskoulmoù-se en tutorial video amañ dindan.

Tutorial : Krouiñ ho chomlec’h e .bzh digant ho purev marilhañ

Ouzhpenn marilhañ un anv e .bzh e vez kinniget deoc’h servijoù a bep seurt gant ar burevioù marilhañ (adheñchañ, chomlec’hioù postel,…).

Displegañ a reomp deoc’h, en tutorialoù amañ dindan, penaos krouiñ ho chomlec’h postel e .bzh digant daou vurev marilhañ a zo servijoù postelerezh en o c’hinnig diazez : Gandi hag OVH.

Kavit holl hon tutorialoù war hor chadenn Youtube !

Fellout a ra deoc’h krouiñ ho chomlec’h postel e .bzh ? 📧

Dre berzh ar servij postel.bzh e kinnigomp deoc’h un diskoulm klok ha prest da vezañ implijet ma c’hellit gantañ krouiñ, gant un nebeud klikoù, ho chomlec’h postel personelaet e .bzh !