Kenderc’hel a ra ar stourm evit kaout hon emoji Gwenn-ha-du 🏳️🏴✊. Rak n’emañ ket ar Gwenn-ha-du war roll 2021 an emojioù nevez gwiriekaet gant ar c’hevuniad Unicode. Poent war heuliadoù ar c’houlzad hag an dibaboù kinniget evel ar pegsunioù Gwenn-ha-du a zo hegerz dija !
Da goulz emgav diwezhañ ar c’hevuniad Unicode, e dibenn miz Genver, e oa bet gwiriekaet roll an emojioù nevez kinniget e miz Here tremenet. Daoust d’hoc’h enluskañ divrall evit kas ar c’houlzad #EmojiBZH war Twitter n’emañ ket an emoji Gwenn-ha-du war ar roll-mañ siwazh.
Diaes eo kompren perak eo bet nac’het
🤔 En entremar e chomomp rak an arguzennoù foran embannet gant Unicode :
1/ Re ziaes e vefe gweredekaat un niver re vras ag emojioù en abeg da varregezh vemor ar pellgomzerioù (pa ouzer ez eus gant ur pellgomzer hezoug 📱 hiziv barregezhioù brasoc’h eget ar re bet implijet gant ar gefridi Apollo 11 evit kas ur fuzeenn war al Loar 👩🚀🌚…) ;
2/ Ne fell ket d’ar c’hevuniad gweredekaat emojioù a-raok n’en defe kemeret e ziviz war an hentenn da vuzuliañ ar berzh a c’hellfe bezañ graet ganto ;
3/ Ne fell ket dezhañ kennebeut lakaat sevel digevatalderioù etre rannvroioù eus un hevelep bro.
😑 Lezel a ra an arguzennoù-mañ hebiou dre youl ar 405.886 #EmojiBZH bet ganet war Twitter e deroù 2020.
Dre an abeg m’eo bet kemmet gant Unicode an divizoù ensellout ouzh an emojioù bannieloù rannvro, ne vez lezet deomp hiviziken nemet daou zoare teknikel evit gweredekaat hon emoji Gwenn-ha-du :
👉 goulenn digant pep savenn gweredekaat un emoji rannvro a-hiniennoù. 👉 kemer harp war ar gwikefre (da zont) QID a vefe aesoc’h gantañ d’ur savenn bennak (Twitter, Facebook,…) gweredekaat emojioù ouzhpenn roll skoueriek Unicode.
Roudoù nevez evit lakaat diwanañ hon emoji
Pa vez kemmet ar reolennoù e-kerzh ar c’hoari gant un ensav reoliñ evel Unicode e ranker kaout rekour ouzh un tredeog pe ouzh un dazeilad bennak. Kinnig a reomp neuze :
👉 labourat e par Europa o vodañ rannvroioù all 🇪🇺 evit lakaat da emdreiñ ul lizherenneg mestroniet gant ar sevenadur amerikan 🇺🇸.
👉 labourat war un dro evit gweredekaat hon emoji digant savennoù dazeilat (Signal, Telegram) evit daeañ ar GAFA o waskañ war ar gwiridig : ar c’hengreadur.
Evit kregiñ da zanvezelañ hor goulenn kaout un emoji war ar savennoù dazeilat-se hon eus krouet pegsunioù (stickers) da bellgargañ diwar ho poellgomzer dre al liammoù amañ dindan :
| Pellgargit ar pegsinioù #EmojiBZH war Telegram | Pellgargit ar pegsinioù #EmojiBZH war WhatsApp |
Kenderc’hel a ra ar stourm. Ma anavez an Amerikaned ar fighting spirit giz ar Saozon emaomp o vont d’o lakaat da anavezout dalc’husted ar Vretoned ! 🏳️🏴✊