Ken pouezus hag al lec’h m’eo staliet ho stal-kenwerzh eo hoc’h anv domani rak chomlec’h hoc’h embregerezh war Internet eo.

🌍 Petra eo un anv domani ?

Rannet eo un anv domani e 3 lodenn :

1CIdFA hrBDPnAhYIzKSUeAM1zCD1HLmZs2048

An isdomani

Rann gentañ chomlec’h ul lec’hienn internet eo an isdomani. Peurliesañ eo an teir lizherenn “www.”, evit “world wide web”, a zo a-raok hoc’h anv domani. An teir lizherenn-se n’int ket ret ha muioc’h-mui a chomlec’hioù a vez diskwelet er stumm mon-site.bzh a zo aesoc’h da lenn. Evel-se e vez kreizet ar c’hehentiñ war hoc’h anv.

An anv domani

An anv domani eo rann ar chomlec’h web a verk da vat identelezh ho lec’hienn. Peurliesañ e vez stag ouzh hoc’h asagn, hoc’h anv merk, anv stal, produ, ha kement zo.. Da skouer : pik.bzh a zave d’ar ger brezhonek pik.

An astenn

Gant astenn an anv domani e echu chomlec’h ho lec’hienn web, evel .com, .fr,… . Peurliesañ e tave an astenn da c’hennad hoc’h embregerezh pe d’e lec’hiadur (“.bzh” evit Breizh).

 

🤔 Dibabit hoc’h anv domani e 3 fazenn

extension jaouencharcutier bzh 1

1/ Dibab ur ger-alc’hwez a arouez dodenn ho lec’hienn

Evit bezañ anavezet aes e c’hell ho lec’hienn bezañ staget ouzh ur ger-alc’hwez. Talvoudus eo pa ne vez ket gwall arouezius anv hoc’h asagn fizikel pergen. Ha c’hwi kiger, da skouer, gant hoc’h anv-familh evel asagn, ho po splet o stagañ anezhi ouzh ur ger-alc’hwez hag a sell ouzh hoc’h obererezh. Neuze, ma vez Jaouen hoc’h anv ha c’hwi charkuter a-vicher : www.jaouencharkuter.bzh. Neuze ho po un anv domani ennañ an asagn anavezet “Jaouen”, an obererezh “charkuter” hag an astenn internet .bzh, a lec’h anezhañ e Breizh

jaouencharcutier bzh

2/ Dibabit hoc’h anv diouzh dezverkoù eeun

Grit gant gerioù eeun pa zibabit hoc’h anv domani

Krenn ha sklaer e tle bezañ hoc’h anv domani : diaesoc’h eo derc’hel soñj eus un anv domani hir ha luziet ha bizskrivañ anezhañ war ur c’hlavier. Na zisoñjit ket e vez graet 80% eus an enklaskoù gant pellgomzerioù hezoug pe tablezennoù hiviziken. Gwelloc’h e vo dibab un anv domani berr pa ouzer e vo staget outañ ganeoc’h meur a chomlec’h postel moarvat. Da skouer: fanch@jaouencharkuter.bzh

Dleout a ra bezañ dibar hag aes da eñvoriñ : seul zibaroc’h e vo hoc’h anv domani seul vuioc’h e skoo ar speredoù ha seul aesoc’h e vo dalc’het soñj anezhañ gant ho kweladennerien. Evel-just, seul zibaroc’h eo hoc’h anv, seul nebeutoc’h ez eus anezhañ er yezh voutin, ha seul vuioc’h a chañs ho po e vo hegerz.

Dleout a ra bezañ aes da lenn ha da zistagañ : lezit hebiou an niverennoù, an arouezennoù arbennik pe ar reizhskrivadurioù luziet. Grit un taol-esae dre gomz : ma c’heller distagañ aes hoc’h anv ha rannañ anezhañ dre gomz hep n’en defe ezhomm ho kendivizer da notenniñ anezhañ war un tamm paper ez eus chañs ho peus graet an dibab mat.

Un anv domani gant pe hep barrennigoù ?

Sed aze un goulenn hag a zeu alies. Hoc’h aliañ a reomp da chom hep implijout ar barrennigoù pe ar barrennigoù-stagañ (barrennig ar 6 war glavier hoc’h urzhiataer). N’int ket berzhet evit gwir, met alies e vez disoñjet o skrivañ pe ne vezont ket lakaet el lec’h mat gant an dud. N.B. : an diouer a varrennigoù n’en deus skog ebet war lenn hag anavezout gerioù-alc’hwez hoc’h anv domani. Rak digemmañ a ra al luskerioù enklask evel Google ar gerioù-alc’hwez ha pa vefent stag ouzh an anv domani.

Berr-ha-berr, peurbouezus eo dibab un anv domani sklaer, dibar hag eeun ; ret eo d’ar merkoù pe d’an asagnoù o deus dibabet un anv dibar met ne ziskouez e mod ebet o obererezh lakaat muioc’h a boan er marketing en-dro d’o merk en abeg da anvioù na vezont ket merzhet war ar prim.

3 / Dibab astenn hoc’h anv domani

Dont a ra an astenn internet da heul hoc’h anv domani. En hor skouer jaouencharkuter.bzh, “jaouencharkuter” eo an anv domani ; “.bzh” eo an astenn internet. An astenn anavezetañ eo .com, anavezout a rit ivez .fr moarvat (evit Frañs), .net, .org (evit aozadurioù hep pal kenwerzhel), ha .gouv.fr (miret evit lec’hiennoù ar gouarnamant gall).

Ken implijet eo an astenn .com m’eo dihegerz kalz a anvioù domani evit an astenn-mañ. Ouzhpenn-se eo gwall hollek ar .com : n’oc’h ket lec’hiet nag anavezet gantañ war web ar bed.

Ma vezit o chom e Frañs e c’helloc’h implijout an astenn .fr, an astenn douaroniel evit Frañs, meret gant an Afnic ; ma vezit o chom e Breizh (pe staget ho peus hoc’h anv domani ouzh un obererezh eus hor rannvro gaer), grit kentoc’h gant ur .bzh, an astenn douaroniel evit Breizh, meret gant ar gevredigezh www.bzh. Ouzhpenn-se eo ar .bzh unan eus an astennoù internet surañ er bed dre berzh ar stignad BZH Secure.

Copyrights & anvioù merk

Taolit evezh ouzh an anvioù merk a zo anezho dija pe ouzh an anvioù na zoujont ket da wir ar merkoù pe d’ar copyright. Gant asagnoù zo eo bet miret a-raok pep tra an astennoù evit o merk ; gant re all ne vezont ket miret met gellout a reont teurel ar bec’h warnoc’h ma virit un anv domani a c’heller sellet outañ evel ur c’hammarver eus o ske

Ma krouit hoc’h obererezh ha ma fell deoc’h marilhañ un anv domani e aliomp deoc’h gwiriañ ha n’eo ket bet marilhet an anv evit ur merk dija. Gellout a rit mont da glask war lec’hienn INPI (Ensavadur broadel ar berc’henniezh c’hreantel), ma c’helloc’h gouzout ganti, dindan berr amzer, hag aotre ho po krouiñ ur merk gant hoc’h anv domani. Ha m’ho pez aotre, mirout anezhañ e rummadoù ho kennad diouzh an implij a c’hellit ober

✍️ Marilhañ hoc’h anv domani

Marilhañ hoc’h anv domani digant ur burev marilhañ

Kavet ho peus an anv domani dreist evit ho lec’hienn ? N’ho peus nemet marilhañ anezhañ digant ur registrar pe burev marilhañ (OVH, Gandi, Hosteur, 1&1, ha kement zo.).

Ar burevioù marilhañ a zo eilgwerzherien ma c’hellit marilhañ hoc’h anv domani war-eeun diganto. Emaint e darempred gant ar marilhoù evel ar gevredigezh www.bzh a ra war-dro reoliñ un astenn dre zileuriadur an ICANN a c’hoursell Internet e par ar bed.