šŸ’» N’eus ket eus ar brezhoneg c’hoazh en troerioù enlinenn boazietaƱ. Ar Breizh Datathon zo un intrudu gant Breizh Niverel, font debarzhadur ar .BZH, evit enframmaƱ ar brezhoneg enno o krouiƱ roadennoù hegerz en ur c’horpus digor d’an holl vinvioù treiƱ.

šŸ“ Gant ar roadennoù-se e vo aesaet ivez an neveziƱ hag ar c’hrouiƱ e meur a dachenn liammet gant ar brezhoneg, en diorren binvioù naouegezh artifisiel ha treiƱ emgefreek pergen hag er c’hrouiƱ c’hoarioù sirius evit ar re zo o teskiƱ brezhoneg zoken.

Kinnig a ra Breizh niverel pazenn gentaƱ an datathon-maƱ evit respont d’ur galv da raktresoù embannet gant skol-veur Abu Dhabi MBZUAI. Kinnig a ra an hini diwezhaƱ-maƱ dastum roadennoù evit enframmaƱ ar yezhoù rannvro e-barzh binvioù naouegezh artifisiel hag a c’houlenn LLM (Large Language Model) en tu all d’ar patromoù saoznek boazietaƱ (Google, Meta,…). Ar pal merket evit pep yezh hag a gemer perzh eo dastum da nebeutaƱ 200 skeudenn ha goulennoù stag outo a-benn ar 27 a viz C’hwevrer.

Dalc’het e vez an datathon war un dro enlinenn er chomlec’h https://datathon.bzh ha war al lec’h dre un devezh aozet e Kemper d’ar 17 a viz C’hwevrer.

Evit kemer perzh en intrudu-maƱ a lakao ar brezhoneg da vezaƱ gwelet er bed a-bezh ez eo trawalc’h deoc’h leuniaƱ hor furmskrid enlinenn evit kinnig skeudennoù kuit a wirioù ha goulennoù en unan eus hon teir yezh labour (brezhoneg, galleg, saozneg).

Ne gomzit ket brezhoneg ganeoc’h ? N’ho peus ket ezhomm komz brezhoneg evit kemer perzh : ur skipailh troerien a-youl vat ha kevelerien a droio ho kinnigoù evit enframmaƱ anezho er c’horpus pourchaset d’ar skolioù-meur keveler.

šŸ‘©ā€šŸ’»šŸ‘Øā€šŸ’» An holl volontezioù mat a vo deuet mat ! Hollbouezus eo ho kemer perzh evit pinvidikaat dibaouez an danvezioù yezh. Evit ma c’hello ar brasaƱ niver tennaƱ gounid eus ho tegasadennoù (luc’hskeudennoù ha goulennoù) e vint adimplijet dindan aotre creative commons.

šŸš€ Prest da sevel an dae evit ma vo renablet ar brezhoneg e par ar bed ?