Ober a ra ar burevioù marilhañ war-dro gwerzhañ marilhadurioù anvioù domani. Int a zo aozadurioù eilgwerzhañ enkredekaet gant an ICANN ha gant hor c’hevredigezh. Endalc’het int da blegañ da ziferadurioù ar gevrat enkredekaat skoulmet gant an ICANN ha d’an emglevioù kevraouet gant hor c’hevredigezh. Mont a ra o servijoù eus gwerzhañ anvioù domani, betek krouiñ lec’hiennoù internet pe herberc’hiañ roadennoù, koulz ha gwareziñ merkoù war internet.

Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 30 burev marilhañ eilgwerzher o labourat gant ar gevredigezh www.bzh, hag int strewet er bed a-bezh. Ouzhpenn un drederenn anezho a zo staliet e Frañs.

Evit prenañ hoc’h anv e .bzh eo ret deoc’h mont davet un eilgwerzher, burev marilhañ enkredekaet gant an ICANN ha gant ar gevredigezh www.bzh, pe un ajañs kehentiñ hag a labour gant unan anezho. Kavout a reoc’h amañ dindan roll an eilgwerzherien enkredekaet

Burevioù marilhañ enkredekaet

Lec’hienn internet

101 Domain Page de réservation [EN]
1&1 Ionos Page de réservation [FR]
AppDetex Page de réservation [EN]
Ascio Page de réservation [EN]
Crazy Domains Page de réservation [EN]
CSC Page de réservation [EN]
Domaine.fr Page de réservation [FR]
Dynadot Page de réservation [EN]
EuroDNS Page de réservation [EN]
Gandi Page de réservation [FR]
Hosteur Page de réservation [FR]
InterNetX Page de réservation [EN]
INWX Page de réservation [EN]
Key-Systems Page de réservation [EN]
Lexsynergy Page de réservation [EN]
LWS Page de réservation [FR]
MarkMonitor Page de réservation [EN]
Nameshield Page de réservation [FR]
Nameweb Page de réservation [FR]
Netim Page de réservation [FR]
Network Solutions Page de réservation [EN]
Nordnet Page de réservation [FR]
One.com Page de réservation [FR]
Online Page de réservation [FR]
OpenProvider Page de réservation [EN]
Orange Page de réservation [FR]
OVH Page de réservation [FR]
PlanetHoster Page de réservation [FR]
Prodomaines Page de réservation [FR]
Realtime Register Page de réservation [EN]
Register.com Page de réservation [EN]
Safebrands Page de réservation [FR]
Safenames Page de réservation [EN]
Tucows Page de réservation [EN]
United Domains Page de réservation [EN]

Kemmañ a ra priz ar .bzh diouzh ar servijoù kinniget gant an eilgwerzherien

Gwerzhañ a ra ar gevredigezh pep anv domani d’ar burevioù marilhañ d’ar priz diazez 35 € PTM (e-maez priz dibar) e-pad bloaz. Heñvel eo ar priz 35 € PTM evit krouiñ pe kenderc’hel un anv domani. Lakaat a ra ar burevioù marilhañ o priz gwerzhañ dezho o-unan diouzh o c’hoant. Gellout a ra ar priz gwerzhañ kemmañ diouzh ar servijoù a ginnigont ouzhpenn (herberc’hiañ, merañ chomlec’hioù postel, krouiñ lec’hiennoù web,…).