Reiñ a ra lañs ar gevredigezh www.bzh da glub ajañsoù web keveler an astenn internet breizhat .bzh. Evit ma c’hellfe holl frammoù ar rannvro krouiñ ul lec’hienn internet e .bzh en un doare aes hag eeun. 12 ajañs web e Breizh a-bezh a zo kevelet ganeomp dija evit kas an taol-intrudu-mañ.

Ar c’hlub-mañ a zo dezhañ da bal ambroug d’ar gwellañ an obererien rannvroel en o diorren war internet. Birvilh a vez enno peurvuiañ pa vez roet dezho da anavezout spletoù ul lec’hienn web met dilezel a reont gwall alies he diorren, dre ziouer ag amzer pe a varregezhioù teknikel. Tremen a ra lod all gant krouiñ ur bajenn Facebook pe ur fichenn war Google My Business. An diskoulmoù-se, daoust bezañ talvoudus-tre, a vank ur galonenn dezho : ul lec’hienn internet evit bezañ sur e vezer gwelet. Gant ar c’hlub-mañ e c’hello ar frammoù a bep seurt, breskaet gant enkadenn yec’hedel ar C’HOVID-19, bezañ ambrouget d’ar gwellañ en o diorren war ar web.

Diwar ar stadad-mañ eo bet kevredet o nerzhioù hag o barregezhioù gant ajañsoù web breizhat hag ar gevredigezh www.bzh evit respont d’an ezhommoù-se ha reiñ startijenn d’ar bed niverel e Breizh.

“Hiziv an deiz ez eus aet 12 ajañs, strewet er 5 korn eus Breizh, e-barzh ar c’hlub. Dre berzh ar gevelerien-se e vo roet diskoulmoù fetis hag aesaet d’ar c’hevredigezhioù, d’an EBT/EBE/EME ha da strollegezhioù Breizh, dezho da grouiñ o lec’hienn internet e .bzh. Rak gant an astenn .bzh e c’hellont diskwel o liamm gant Breizh, kehentiñ en un doare kempoell war o gwriziennañ er rannvro ha dibab un astenn suraet.” a resisa David Lesvenan, prezidant ar Gevredigezh www.bzh.

Ur c’hlub ajañsoù web digor hag oberiant

Gellout a ra ar frammoù dedennet mont e darempred war-eeun gant kevelerien ar c’hlub dre ar bajenn “kevelerien web” war lec’hienn internet ar gevredigezh : https://www.pik.bzh/br-fr/ajansou-web-keveler/ 

Digor atav e vez an emstrivañ evit dont da vezañ un ajañs keveler ha mont davet ar c’hlub. Emgavioù ha prezegennoù a zo raktreset ivez evit ma tenno ajañsoù ar c’hlub gounid eus ar skiant-prenet rannet hag eus ar vailhoni a c’hell degas ar gevredigezh .bzh dezho.